Levr ar Salmoù 18
1Mé az karô, Aotrou, va ners:
2Ann Aotrou eo va skoazel, ha va herberc’h, ha va diboanier. Va Doué eo va c’hen-ners, ha mé a fisiô enn-han̄. Va gwarez, ha galloud va zilvidigez, ha va digémérer.
3Ann Aotrou a c’halvinn hag a veûlinn: hag eûz va holl énébourien é vézinn dieûbet.
4Gloasiou ar marô a zô deûet enn-drô d’in (T); ha froudou ar fallagriez hô deûz va zaouzanet.
5Éréou ann ifern a zô deûet war va zrô (T); lindagou ar marô hô deûz va c’helc’hiet.
6Em glac’har em eûz galvet ann Aotrou, hag em eûz garmet étrézé va Doué. Hag hén̄ en deûz klévet ouc’h va mouéz eûz hé dempl san̄tel; hag ar garm em eûz gréat dira-z-han̄ a zô éat enn hé ziskouarn.
7Ann douar a zô bét kéfluslet, hag en deûz krénet; sôliou ar ménésiou a zô bét horellet ha kéflusket, ô véza ma oa éat droug enn Aotrou out-hô. (M).
8Môged a zô savet enn hé vuanégez; hag ann tân a zô krôget dirâg hé zaoulagad; glaou a zô bet en̄tanet diout-han̄.
9Izéléet eo ann én̄vou gan̄t-han̄, ha diskennet eo; hag ann dévalien a zô dindân hé dreid.
10Hag hén̄ a zô bét piñet war ar gérubined, hag en deûz nijet; nijet en deûz war askellou ann avel.
11Lékéât en deûz ann dévalien évid hé guza, war hé drô éma hé delt: douréier tén̄val koummoul ann éar.
12Gan̄d ar skéd a zô dira-z-han̄ eo tréménet ar c’hoummoul, ar c’hazarc’h, hag ar glaou tân.
13Ann Aotrou en deûz gréat kurun eûz ann én̄v, hag ar Meûrbéd-uc’hel en deûz rôet hé vouéz; kazarc’h ha glaou tân.
14Kaset en deûz hé zaésiou, hag hén̄ en deûz hô skiñet: paottet en deûz hé gurunou, hag en deûz hô saouzanet.
15Ha mammennou ann douréier a zô en em ziskouézet, ha sôliou ar béd a zô bét dizôlôet gan̄d da c’hourdrouz, ô Aotrou, gan̄d eur c’houézaden eûz a avel da vuanégez.
16Kaset en deûz diwar-laez, hag en deûz va gorréet, hag en deûz va zennet eûz a galz a zouréier.
17Va zennet en deûz eûz a zaouarn va énébourien galloudek-brâz, ha diouc’h ar ré a gaséé ac’hanoun, ô véza ma oan̄t kréoc’h égéd-oun.
18Va diaraoget hô deûz é deiz va glac’har; hag ann Aotrou a zô deûet warez d’in.
19Va lékéat en deûz enn éc’honder; va dieûbet en deûz gan̄d hé ioul-vâd em c’hén̄ver,
20Hag ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz; hag hervez glanded va daouarn é roiô d’in.
21Râk miret em eûz hen̄chou ann Aotrou, ha n’ounn két bét fallagr é-kén̄ver va Doué.
22Râg hé holl varnédigéziou a zô bét dira-z-oun; ha n’em eûz két pelléet diouz-in hé gélennou.
23Ha mé a vézô dinam gan̄t-han̄, hag en em virinn diouc’h va fallagriez.
24Hag ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz, hag hervez glanded va daouarn dirâg hé zaoulagad.
25Gan̄d ar zen̄t é vézi san̄t: ha gan̄d ar ré zinam é vézi dinam.
26Gan̄d ar ré c’hlân é vézi glân: ha gan̄d ar ré fallagr é teûi da véza fallagr.
27Râg ar bobl vuel a zieûbi: ha daoulagad ar ré valc’h a vuéli.
28Râg té eo a sklera va c’hleûzeûr, ô Aotrou; sklera, va Doué, va zévalien.
29Râg gan-éz é vézinn dieûbet diouc’h ar gwall-ioul; ha gan̄t va Doué é lamminn dreist ar vûr.
30Dinam eo hen̄t va Doué; gan̄d ann tân eo arnodet geriou ann Aotrou; ar gwarézer eo eûz ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄.
31Râk piou a zô Doué néméd ann Aotrou? Pé piou a zô Doué néméd hon Doué?
32Hon Doué péhini en deûz 1ékéat ann ners war va zrô, hag en deûz lékéat va hen̄t da véza dinam.
33Péhini en deûz lékéat va zreid hén̄vel out treid kirvi; hag en deûz va lékéat war al lec’hiou uc’hel.
34Péhini a zesk va daouarn d’ar brézel: ha té eo éc’h eûz lékéat va divrec’h ével eur wareg arem;
35Hag éc’h eûz rôet d’in gwarez da zieûb; hag éc’h eûz va lékéat dindân da zourn déou. Da gélen en deûz va c’hastizet bétég ann divez; ha da gélen am deskô c’hoaz.
36Lédet éc’h eûz ann hen̄t dindân va zreid: ha né két bét horelluz va c’hamméjou.
37Mon̄d a rinn war lerc’h va énebourien, hag é tizinn anézhô; ha na zistrôinn két kén n’am bézô hô c’haset-da-gét.
38Me hé brévô, ha na hellin̄t két choum enn hô zâ; kouéza a rain̄t dindân va zreid.
39Lékéat éc’h eûz ners war-drô d’in évid ar brézel, hag éc’h eûz lékéat da bléga dindan-oun ar ré a énébé ouz-in.
40Lékéad éc’h eûz va énébourien da drei hô c’hein d’in, hag éc’h eûz dispennet ar ré a gaséé ac’hanoun.
41Garmet hô deuz, ha na oa dén évid hô dieûbi; oud ann Aotrou hô deûz garmet, ha n’en deûz két hô sélaouet.
42Hô feltra a rinn ével ar poultr dirâg ann avel; hô flastra a rinn ével fan̄k ar ruiou.
43Va dieûbi a rî diouc’h énébiézou ar bobl; va lakaad a rî da benn war ar brôadou.
44Eur bobl ha na anavézenn két a zô deûet dindân va béli; kerken̄t ha m’en deûz va c’hlevet en deûz sen̄tet ouz-in.
45Va fobl ével diavézidi a zô bét gaouiad em c’hén̄ver: diavézidi, deûet int da véza kôz; n’hô deûz két kerzet éeun enn hô hen̄chou. (M).
46Béô eo ann Aotrou, ha benniget eo va Doué: bézet meûlet Doué va dieûb.
47Doué péhini a rô ven̄jan̄s d’in, hag a laka ar boblou dindân va béli, a zieûb ac’hanoun diouc’h va énébourien enn hô frouden.
48Hag é savi ac’hanoun dreist ar ré a énéb ouz-in, eûz ann dén drouk é tieûbi ac’hanoun.
49Dré-zé, Aotrou, éc’h an̄savinn ac’hanod dirâg ar Jen̄tiled; hag é kaninn eur ganaouen d’as hanô;
50Té péhini a ziskouéz da veûrded ô tieûbi da roué; oc’h ôber trugarez da Zazid da éôliet, ha d’hé wenn da-vikenn. ———— XVIII. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.