Levr ar Salmoù 20
1Ra zélaouô ann Aotrou ouz-id é deiz ar c’hlac’har: hanô Doué Jakob ra ziwallô ac’hanod.
2Ra zigasô d’id skoazel eûz hé léac’h san̄tel: ha ra ziwallô ac’hanod eûz a Zion.
3R’en dévézô koun eûz da holl zakrifisou; ra vézô hétuz d’ézhan̄ da sakrifiz-losk.
4Ra roiô d’id hervez da galoun: ha ra zévénô da holl ioulou.
5En em laouénaad a raimp enn abek d’as silvidigez; hag en em veûli a raimp é hanô hon Doué.
6Ra leûniô ann Aotrou da holl c’houlennou: bréma em eûz anavézet pénaoz en deûz ann Aotrou savétéet hé éôliet. Klévoud a rai out-han̄ eûz ann én̄v, hé léac’h san̄tel; dieûb hé zourn déou a zô kré-meûrbéd.
7Lôd a laka hô fisian̄s enn hô c’hirri, lôd all enn hô c’hézek: évid-omp-ni a c’halvô hanô ann Aotrou, hon Doué.
8Hî a zô bét strôbet, hag a zô kouézet; hôgen nî a zô savet, hag a zô choumet enn hon sâ.
9Aotrou, dieûb ar roué; ha sélaou ouz-omp enn diez é péhini hor bézô da c’halvet. ———— XX. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.