Levr ar Salmoù 16
1Mîr ac’hanoun, Aotrou, ô véza ma em eûz lékéat va géd enn-od.
2Lavaret em eûz d’ann Aotrou: Va Doué oud, râk n’éc’h eûz két a ézomm eûz va madou.
3Diskouézet en deûz enn eunn doaré burzuduz va holl ioulou é kén̄ver ar zen̄t a zô enn hé zouar.
4Kresket hô deûz hô gwanderiou: goudé-zé in̄t en em hastet. Evid-oun na c’hrounninn két anézhô enn hô strolladou évit skuḻa ar goâd; ha na rinn két a vének eûz hô hanvou war ar muzellou.
5Ann Aotrou eo al lôd eûz va digwéz hag eûz va c’hôp: té eo a zistolô d’in va digwéz.
6Al linennou a zô kouézet d’in é lec’hiou mâd-meûrbéd; râk va digwéz a zô eûz ar ré wella.
7Benniga a rinn ann Aotrou, ô véza m’en deûz rôet ar poell d’in; hag ouc’h-penn a-zoug ann nôz va digroazel hô deûz va c’hélennet.
8Gwélout a réann bépréd ann Aotrou dira-z-oun; râg enn tû déou d’in éma, gan̄d aoun na venn kéflusket.
9Dré-zé eo laouénéet va c’haloun, ha va zéôd en deûz tridet; hag ouc’h-penn va c’hîk a éhanô er gortoz.
10O véza na zilézi két va éné enn ifern, ha na c’houzan̄vi két é wélfé da zan̄t ar vreinadurez.
11Rôed éc’h eûz da anaout d’in hen̄t ar vuez, ha va c’harga a rî a lévénez gan̄d ar gwél ac’hanod: eunn dudi brâz a zô da-vikenn oud da zourn déou. ———— XVI. PSALM. Péden David.