The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 139

1Benniget ra vézô ann Aotrou va Doué, péhini en deûz desket ar stourm d’am daouarn, hag ar brézel d’am biziad.

2Va zrugarez ha va digémer; va gwarézer ha va dieûber; va skoazeller, hag enn-han̄ em eûz lékéat va géd; péhini a laka va fobl da bléga dindan-oun.

3Aotrou, pétrâ eo ann dén, ma oud en em rôet da anaout d’ézhan̄? Pé mâb ann dén, ma talc’hez stâd anézhan̄?

4Ann dén a zô hén̄vel oud eunn aézen; hé zeisiou a drémen ével eur skeûd.

5Aotrou, izéla da én̄vou, ha dîskenn; skô war ar ménéziou; hag é tivôgédin̄t.

6Laka da lugerni da luc’hed, hag é skiñi anézhô; kâs da zaésiou, hag é reûstli anézhô.

7Astenn da zourn diwar-laez: dieûb ac’hanoun, ha savété ac’hanoun eûz a zouréier brâz; eûz a zourn mipien a-ziavéaz,

8É génou péré eo deûet geriou balc’h; dourn déou péré a zô eunn dourn a fallagriez.

9Mé a ganô d’id, ô Doué, eur ganaouen névez; war eul liren dék korden é kaninn d’id.

10Té péhini a rô ar zilvidigez d’ar rouéed; té péhini en deûz dieûbet David da zervicher diouc’h ar gwall glézé:

11Dieûb ac’hanoun, ha tenn ac’hanoun eûz a zourn mipien a ziavéas, é génou péré é teû geriou balc’h; dourn déou péré a zô eunn dourn a fallagriez:

12Mipien péré a zô ével plan̄tou névez enn hô iaouan̄ktiz; merc’hed péré a zô kin̄klet ha kempennet é-c’hiz eunn templ.

13Hô c’haviou a zô leûn, ha red eo hô goullôi ann eil enn égilé; hô dén̄ved a zô spériuz ha paot p’az éon̄t er-méaz.

14Hô éjenned a zô lard. N’eûz kéd a zifreûz enn hô mûr, nag odé é-béd; n’eûz kéd a c’harm enn hô ruou.

15Euruz hô deûz lavaret ar bobl en deûz kémen̄t-sé; euruz eo ar bobl en deûz ann Aotrou da Zoué. ———— CXLIV. PSALM. Meûleûdi évid David.

← Levr ar Salmoù 138Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 140 →

Study Levr ar Salmoù 139

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150