Levr ar Salmoù 137
1Gan̄d va mouéz em eûz garmet oud ann Aotrou; gan̄t va mouéz em eûz pédet ann Aotrou.
2Skiña a rann va féden dira-z-han̄; hag é tanévellann va en̄krez dira-z-han̄,
3Pa eo daré va spéred da von̄t diouz-in; ha té a anavez va raven̄chou; enn hen̄t-zé é péhini é valéenn, hi hô deûz kuzet eur spi d’in.
4Mé a zellé a zéou, hag a lékéa évez; ha na oa hini a gémen̄t am anavézé. Né oann két évit tec’het (T), ha dén na glaské savétei va buez d’in.
5Garmet em eûz étrézég enn-od, Aotrou, hag em eûz lavaret: Té eo va c’héd, ha va lôd é douar ar ré véô.
6Laka évez out va féden, râg gwall vuéléet ounn. Diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a heskin ac’hanoun; râk deûet in̄t da véza tréac’h d’in (T).
7Tenn va éné eûz ar vâc’h, évit ma veûlinn-kaer da hanô; ar ré reiz a zô war-c’héd eûz ar péz a rî em c’hén̄ver. ———— CXLII. PSALM. Psalm David, p’az éa hé vâb Absalom war hé lerc’h.