Levr ar Salmoù 84
1Pégen hégarad eo da deltou, Aotrou ann arméou!
2Va éné a c’hoan̄ta mon̄d da dî ann Aotrou, hag a zeû da fata. Va c’haloun ha va c’hîk a zeû da drida dirâg ann Doué béô.
3Ar golvan a gav eunn tî évit-han̄, hag ann durzunel eunn neiz évit lakaad hé labousédigou. Da aoteriou a zô d’in, Aotrou ann arméou, va roué, ha va Doué.
4Euruz ar ré a choum enn da dî, ô Aotrou: é kan̄tved ar c’han̄tvéjou é veûlin̄t ac’hanod.
5Euruz ann dén a laka hé skoazel enn-od, péhini a venn enn hé galoun don̄d d’en em zével
6Enn draon̄ien-man̄ a zaérou, el léac’h en deûz lékéat.
7Râg al lézenner a rôiô hé vennoz; hag hî a gerzô a nerz é nerz, hag a wélô Doue ann douéed é Sion.
8Aotrou, Doué ann arméou, sélaou out va féden; Doué Jakob, astenn da skouarn.
9Doué a zifenn ac’hanomp, sell ouz-omp; sell oud dremm da éôliet;
10Râk gwell eo eunn deiz hép-kén enn da leûr-dî, éget mil el léach all (M). Dilennet em eûz béza dister é tî va Doué, ken̄toc’h égét choum dindan teltou ar béc’herien.
11Râk Doué a gâr ann drugarez hag ar wirionez; ar c’hrâs hag ar c’hloar a rôiô ann Aotrou.
12N’hô dévézô diouer é-bed eûz (T) a vadou ar ré a valé enn dinamded. Aotrou ann arméou, euruz ann dén a laka hé c’héd enn-od. ———— LXXXIV. PSALM. Évid ann divez, Psalm évit mipien Koré.