The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 77

1Savet em eûz va mouéz ha va garm etrézég ann Aotrou; savet em eûz va mouéz étrézé Doué, hag hén̄ en deûz va sélaouet.

2É deiz va en̄krez em eûz klasket Doué, astennet em eûz va daouarn étrézég enn-han̄ a-zoug ann nôz; ha n’ounn két bét touellet. Va éné en deûz dinac’het pép dic’hlac’har.

3Koun em eûz bét eûz a Zoué, hag eo bét dâ gan-én̄: prédériet em eûz; ha va spéred a zô fatet.

4Va daoulagad a ziaraogé ar beḻou; reûstlet é oann, ha na hellenn két komza.

5Enn deisiou kûz é kounenn; hag ar bloavésiou peûr-baduz em bôa em spéred.

6Ha mé em eûz prédériet ha mennet em c’haloun héd ann nôz; ha va spéred a oa enn en̄klask.

7Ha Doué a zistolô ac’hanomp da-vikenn; ha na vézô mui trugarézuz enn hor c’hén̄ver?

8Ha tenna a rai hé vadélez diwar-n-omp a-rumm-é-rumm?

9Hag an̄kounac’haad a rai Doué béza trugarézuz? Pe é talc’hô enn hé vuanégez hé drugarézou?

10Hag em eûz lavaret: Bréma é téraouann; ar c’hemm-zé a zeû eûz a zourn déou ann Uc’hel-meûrbéd.

11Koun em eûz bét eûz a ôberiou ann Aotrou: râk koun em bézô eûz da vurzudou adaleg ar penn-ken̄ta.

12Hag é prédériinn war da holl ôberiou; hag é sellinn piz oc’h da vénosiou.

13Da hen̄t, ô Doué, a zô er zan̄télez: pé Zoué a zô ker brâz hag hon Doué-ni?

14Té eo ann Doué a râ burzudou. Rôet éc’h eûz da anaout da nerz é-touez ar brôadou.

15Dasprénet éc’h eûz gan̄d da vréac’h da bobl, bugalé Jakob ha Jozef.

16Ann douréier hô deûz da wélet, ô Doué, ann douréier hô deûz da wélet; hag hî hô deûz bét aoun, hag al loun̄k a zô bét reûstlet.

17Ann douréier hô deûz gréat eunn trouz brâz; ar c’hoabr hô deûz rôet da glevout hô mouéz; da zaésiou a zô bét ivé laosket;

18Mouéz da gurun é deûz tarzet oud ar rôdou. Da luc’hed hô deûz goulaouet dré ar béd holl; ann douar a zô bét kéflusket hag en deûz krénet.

19Er môr éma da hen̄t, ha da raven̄chou enn douréier brâz; ha da roudou na vézin̄t két anavézet.

20Kaset éc’h eûz da bobl ével dén̄ved dré zourn Moizez hag Aaron. ———— LXXVII. PSALM. Poell da Asaf.

← Levr ar Salmoù 76Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 78 →

Study Levr ar Salmoù 77

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150