Levr ar Salmoù 143
1Meûlit ann Aotrou eûz ann én̄vou; meûlit-hén̄ el lec’hiou uc’hel.
2Meûlit hén̄, hé holl éled; meûlit-hén̄, hé holl arméou.
3Meûlit-hén̄, héol ha loar; meûlit-hén̄, holl stéred ha goulou.
4Meûlit-hén̄, en̄vou ann én̄vou; hag holl zouréier a zô dreist ann én̄vou,
5Meûlit hanô ann Aotrou, rag hén̄ en deûz lavaret, hag hî a zô bét gréat: hén̄ en deûz gourc’hémennet, hag hî a zô bét krouet.
6Hô lékéat en deûz da-vikenn, hag é pép kan̄tved; eul lézen en deûz rôet, ha n’az ai két ébiou.
7Meûlit ann Aotrou eûz ann douar, aérouen̄t, hag holl boullou-doun;
8Tân, kazarc’h, erc’h, skourn, avel-arné, c’houi péré a zéven hé c’her;
9Ménésiou, hag holl grec’hiou; gwéz-frouez, hag holl wéz-sedr;
10Loéned c’houéz, hag holl loéned zon̄v; aéred hag evned askellek;
11Rouéed ann douar, hag holl boblou; prin̄sed, hag holl varnérien ann douar;
12Paotred-iaouan̄k, ha plac’hed-iaouan̄k; tûd-kôz, ha tûd-iaouan̄k, meûlit hanô ann Aotrou:
13Râg hé hanô hép-kén a zô uc’hel-meûrbéd.
14Hé veûleûdi a zâv dreist ann én̄v hag ann douar; hén̄ eo en deûz uc’héléet galloud hé bobl. Ra vézô kanet hé veûleûdi gan̄d hé holl zen̄t; gan̄t bugalé Israel, gan̄d ar bobl a zô tôst d’ézhan̄. Alléluia. ———— CXLIX. PSALM. Alléluia.