The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 25

1Étrézég enn-od, Aotrou, em eûz savet va éné.

2Va Doué, lakaad a rann va fisian̄s enn-od, na zeûet két a véz d’in.

3Na raet két va énébourien goab ac’hanoun; râg ar ré holl a c’hortoz ac’hanod, na vézin̄t két reûstlet.

4Ra vézô reûstlet ar ré holl a ra fallagriez héb abek. Diskouéz d’in da hen̄chou, ô Aotrou; ha desk d’in da raven̄chou.

5Rén ac’hanoun enn da wirionez, ha desk ac’hanoun: râk té eo va Doué ha va Zalver, ha da c’hortozet em eûz héd ann deiz.

6Az péz koun, Aotrou, eûz da vadélésiou, hag eûz da drugarézou, a zô bét a-viskoaz.

7N’az péz két a goun eûz a béc’héjou va iaouan̄ktiz, nag eûz va diwiziégésiou. Az péz koun ac’hanoun hervez da drugarez, hervez da vadélez, ô Aotrou.

8Kûn̄ ha reiz eo ann Aotrou: râk-sé é rôiô d’ar ré a bec’h, al lézen a dléon̄t da heûlia enn hô hen̄t.

9Ar ré zoujuz a rénô er varn: d’ar ré gûn̄ é teskô hé hen̄chou.

10Holl hen̄chou ann Aotrou a zô trugarez ha gwirionez, évid ar ré a en̄klask hé gevrédigez hag hé desténiou.

11Enn abek d’as hanô, Aotrou, é tistoli d’in va féc’hed: râk brâz eo.

12Piou eo ann dén a zouj ann Aotrou? Rôet en deûz d’ézhan̄ al lézen enn hen̄t en deûz dilennet.

13Hé éné a choumô er madou, hag hé wenn é dévézô ann douar da zigwéz.

14Da skoazel eo ann Aotrou d’ar ré a zouj anézhan̄; ha gévrédigez en deûz gréat évid en em ziskouéza d’ézhô.

15Va daoulagad a zâv bépréd étrézég ann Aotrou; râg hén̄ eo a dennô va zroad eûz al lindâg.

16Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in; râk bez’ ez ounn va-unan ha paour.

17Glac’hariou va c’haloun a zô kresket; tenn ac’hanoun eûz va ézommou.

18Sell out va vuelded, hag out va foan; ha distol d’in va holl béc’héjou.

19Sell out va énébourien, péger stan̄k in̄t, ha pégen direiz eo ar c’hâs a zougon̄t d’in.

20Mîr va éné, ha tenn ac’hanoun a boan; na zeûinn két da rusia, ô véza ma em eûz lékéat va géd enn-od.

21Ar ré zinam, hag ar ré éeun a zô en em unanet gan-én̄, ô véza ma em eûz da c’hortozet.

22O Doué, dieûb Israel eûz hé holl c’hlac’hariou. ———— XXV. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.

← Levr ar Salmoù 24Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 26 →

Study Levr ar Salmoù 25

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150