Levr ar Salmoù 61
1Sélaou, ô Doué, out va goulenn: laka évez out va féden.
2Eûz a harzou ann douar em eûs garmet étrézég enn-od: en̄dra ma oa en̄krézet va c’haloun, éc’h eûz va zavet war ar méan.
3Va rénet éc’h eûz, ô véza ma oud deûet da c’héd d’in, ével enn tour kré out va énébour.
4Choum a rinn da-vikenn enn da dabernakl; difennet é vézinn dindân̄ skeûd da ziou-askel.
5O véza, va Doué, ma éc’h eûz sélaouet out va féden, ma éc’h eûz rôet digwéz d’ar ré a zouj da hanô.
6Deisiou war zeisiou a rôi d’ar roué: hag éc’h astenni hé vloavésiou a-rumm-é-rumm.
7Choum a rai da-vikenn dirâk Doué; piou a en̄klaskô hé drugarez hag hé wirionez?
8Ével-sé é kaninn da c’hloar da hanô a-gan̄tved-é-kan̄tved, évit ma sévéninn va gwéstlou a zeiz é-deiz. ———— LXI. PSALM. Évid ann divez, évid Idutun, Psalm David.