Levr ar Salmoù 71
1Enn-oud, Aotrou, em eûz lékéat va fisian̄s; arabad eo é venn mézékéet da-vikenn (T).
2Savété ac’hanoun enn da reiz, ha dieûb ac’hanoun. Dinaou da skouarn étrézég enn-oun, ha savété achanoun.
3Béz d’in eunn Doué gwarézer, hag eul léac’h kré: évit ma savétei ac’hanoun; râk té eo va ners ha va gwarez.
4O Doué, tenn ac’hanoun eûz a zaouarn ar péc’her, eûz a zaouarn ann hini a ia a-éneb al lézen, hag ann dén fallagr;
5Râk té eo va habaskded, ô Aotrou; va géd oud, Aotrou, adalek va iaouan̄ktiz.
6Harpet ounn bét war-n-od é kôf va mamm; abaoé ma ounn deûet er-méaz anézhan̄ oud deûet da zifenner d’in; évit da veûli é kanann bépréd.
7Ével eur burzud ounn bét évit meûr a hini; hôgen té a zô bét eunn difenner kré évid-oun.
8Ra vézô leûn va génou a veûleûdi, évit ma kaninn héd ann deiz da c’hloar ha da veûrded.
9Na zistol két ac’hanoun é amzer ar gôzni; pa vézô gwanet va ners, na zilez két ac’hanoun.
10Râk va énébourien hô deûz gwall gomzet ouz-in; hag ar ré a viré va buez a zalc’haz kuzul étré-z-hô,
11O lavarout: Doué en deûz hé zilézet; heskinit-hén̄, ha pakit-hén̄: râk n’eûz dén évid hé denna a boan.
12O Doué, na bella két diouz-in; va Doué, sell ouz-in ha skoazel ac’hanoun.
13Ra vézô mézékéet ha dispennet ar ré a fell d’ézhô tenna va buez digan-én̄; ra vézô gôlôet a véz hag a vézégez ar ré a glask ôber drouk d’in.
14Hôgen mé a c’hédô bépréd hag a veûlô ac’hanod mui-oc’h-vui.
15Va génou a embannô da reizded hag a zanévellô bemdez da zilvidigez; ô véza na anavézann két ar wiziégez,
16É kerzinn é galloudégez ann Aotrou; Aotrou, koun em bézô hép-kén eûz da reizded.
17Va desket éc’h eûz, ô Doué, adalek va iaouan̄ktiz; ha mé a embannô da vurzudou bétég-henn;
18Ha bétég ar gôzni hag ann hîr-hoal; ô Doué, na zilez két ac’hanoun, kén na rôinn da anaout da ners d’ar rumm a dlé don̄t, ha da c’halloud,
19Ha da reizded, ô Doué, bétég al lec’hiou uc’héla, gan̄d ann traou brâs éc’h eûz gréat; ô Doué, piou a zô hén̄vel ouz-id?
20Pégémen̄t a en̄krésou hag a boaniou éc’h eûz diskouézet d’in; hag ô tistrei ouz-in, éc’h eûz adarré rôet ar vuez d’in; hag éc’h eûz adarré va zennet eûz a loun̄k ann douar:
21Hag éc’h eûz kresket da veûrded: hag ô tistrei ouz-in, éc’h eûz va dic’hlac’haret.
22Râk mé a veûlô c’hoaz ac’hanod, ô Doué, oc’h embanna da wirionez diouc’h son ar binviou; kana a rinn d’id war ann délen, ô san̄t Israel.
23Va muzellou en em laouénai pa ganinn d’id; hag ivé va éné, éc’h eûz dasprénet.
24Ha va zéôd a embannô bemdez da reizded; pa vézô gôlôet a véz hag a zismégan̄s ar ré a glask ôber drouk d’in. ———— LXXI. PSALM. Psalm David évit Salomon.