Levr ar Salmoù 32
1Euruz ar ré da béré eo distolet ar wallou, hag eûz a béré eo gôlôet ar béc’héjou.
2Euruz ann dén da béhini n’en deûz két Doué nivéret a béc’hed, hag é spéred péhini n’eûz két a douellérez.
3O véza ma ounn tavet, va eskern a zô kôséet, en̄dra ma c’harmenn héd ann deiz.
4O véza ma eo pounnéréet da zourn war-n-oun nôz-deiz, ounn distrôet em c’hlac’har, en̄dra ma zan̄ké ann dréan enn-oun.
5Va féc’hed em eûz rôet da anaout d’id, ha n’em eûz két kuzet va direizded. Lavaret em eûz: Mé a an̄savô em énep d’ann Aotrou va direizded; ha té éc’h eûz distôlet d’in fallagriez va féc’hed.
6Râk-sé pép dén san̄t a bédô ac’hanod enn amzer déréad. Hag enn dic’hlann, ann douréier brâz na dôstain̄t két out-han̄.
7Té eo va ménéc’hi enn an̄ken a zao enn-drô d’in; ô va lévénez, tenn ac’hanoun eûz a greiz ar ré a zô war va zrô.
8Ar poell a rôinn d’id, hag é teskinn d’id ann hen̄t dré béhini é tléez kerzout; startaad a rinn va daoulagad war-n-od.
9Na vézit két ével ar marc’h hag ar mûl, péré n’hô deûz két a boell. Gan̄d ar wesken, stard génou ar ré ha na dôstaon̄t két ouz-id.
10Kalz a gastizou a gouézo war ar péc’her; hôgen ann drugarez a vézo war-drô ann hini a laka hé c’héd enn Aotrou.
11En em laouénait enn Aotrou, ha tridit, c’houi tûd reiz, hag embannit hé c’hloar, c’houi holl péré a zô éeun a galoun. ———— XXXII. PSALM. Psalm David.