The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 40

1Gortozet ha gortozet em eûz ann Aotrou, hag hén̄ a zô trôet ouz-in.

2Hag hen̄ en deûz sélaouét out va fédennou; ha va zennet en deûz eûz al lenn a reûz, hag eûz ar poull fan̄k, ha lékéat en deûz va zreid war ar méan; ha rénet en deûz va c’hamméjou.

3Ha lékéat en déûz em génou eur ganaouen névez, évit béza kanet d’hon Doué. Kalz a wélô ann dra-zé hag a vézô spountet; hag hî a lakai hô géd enn Aotrou.

4Euruz ann dén péhini en deûz lékéat hé c’héd é hanô ann Aotrou; ha na zell két oud ar gwanderiou, hag out traou diskian̄t ha touelluz.

5Kalz burzudou éc’h eûz gréat té, Aotrou va Doué: ha n’eûz dén hén̄vel ouz-id enn da vénosiou. Pa eo bét fellet d’in hô danévella hag hô rei da anaout, em eûz hô c’havet stan̄k dreist pép niver.

6Ne két fellet d’id kaout nag hostiv na kennig; hôgen diskouarn klôk éc’h eûz rôet d’in. N’éc’h eûz két goulennet a sakrifiz-losk nag a hostiv évid ar péc’hed.

7Neûzé em eûz lavaret: Chétu é teûann. É penn al levr eo skrivet diwar va fenn

8É rajenn da ioul. Va Doué, hé ioulet em eûz, hag em eûz lékéat da lézen é-kreiz va c’haloun.

9Embannet em eûz da reizded enn eur strollad brâz; chétu n’em eûz két serret va muzellou: Aotrou, té her goar.

10N’em eûz két kuzet da reizded é gwéled va c’haloun; disklériet em eûz da wirionez ha da zilvidigez. N’em eûz két kuzet da drugarez na da wirionez ouz eur strollad brâz.

11Té éta, Aotrou, na bella két da vadelezou diouz-in; da drugarez ha da wirionez hô deûz va miret bépréd.

12Râg grounnet ounn gan̄d drougou hag a zô diniver; strôbet ounn bét gan̄t va fallagriézou, ha n’em eûz két gellet hô gwélout. Stan̄koc’h in̄t deûet égét bléô va fenn; ha va c’haloun é deûz va dilézet.

13Teurvez, Aotrou, va zenna a boan. Aotrou, sell ouz-in évit va skoazella.

14Ra vézô mézékéet ha spoun̄tet kévret ar ré a glask va buez évid hé zenna digan-én̄. Ra zistrôiô war hô chîz, ha ra vézô spoun̄tet ar ré a glask ôber drouk d’in.

15Ra zougô râk-tâl hô mézégez, ar ré a lavar d’in: Mâd, mâd.

16Ra dridô ha r’en em laouénai enn-od ar ré holl a glask ac’hanod; ha ra lavarô bépréd ar ré a gâr da zilvidigez: Ra vézô meûlet-brâz ann Aotrou.

17Évid-oun-mé a zô tavan̄tek ha paour; ann Aotrou en deûz prédériet ac’hanoun. Té a zô va skoazel ha va gwarézer; va Doué, na zalé két. ———— XL. PSALM. Évid ann divez, Psalm da Zavid.

← Levr ar Salmoù 39Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 41 →

Study Levr ar Salmoù 40

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150