Levr ar Salmoù 11
1Enn Aotrou eo en em fisiann: pénaoz é livirit-hu d’am éné: Trémen buan war ar ménez ével eur golvan?
2Râk chétu ar béc’herien hô deûz steñet hô gwarek; aozet hô deûz hô saésiou enn hô zron̄s, évit tenna enn disgwél war ar ré a zô éeun a galoun.
3Râk freûzet hô deûz ar péz éz pôa gréat a vâd; hôgen ann dén reiz, pétrâ en deûs-hén̄ gréat?
4Ann Aotrou a zô enn hé dempl, trôn ann Aotrou a zô enn én̄v; hé zaoulagad a zell oud ar paour; kroc’hen hé lagad a en̄klask bugalé ann dûd.
5Ann Aotrou a en̄klask ann dén reiz hag ann dén fallagr; hôgen néb a gâr ar fallagriez, a gasa hé ené.
6Lakaad a rai da c’hlavia lindagou war ar béc’herien: tân, ha soufr, hag avel ann arnéou eo kôp hô digwéz.
7Râk reiz eo ann Aotrou, hag ar reizded a gâr. Hé lagad a zell oud ann hini a zô éeun hé galoun. (T). ———— XI. PSALM. Évid ann divez, évid ann eizved. Psalm David.