The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 45

1Va c’haloun é deûz kaset er-méaz eur gér mâd; mé a lavar va ôberiou d’ar roué. Va zéôd a zô ével pluén eur skrivañer a skrîv buan.

2Kaer eo da c’héned hag enn tû all da c’héned bugalé ann dûd (M); ar c’hrâs a zô fennet war da vuzellou: râk-sé en deûz Doué da venniget da-vikenn.

3Gouriz da glézé war da vorzed, galloudek-brâz.

4Steñ ével eur warek da c’héned ha da gaerded. Kéa a-raok ha béz euruz, ha rén dré ar wirionez, hag ann habaskded, hag ar reizded: ha da zourn déou az kasô enn eunn doaré burzuduz.

5Da zaésiou a zô lémm, ar boblou a gouézô dindan-od; san̄ka a rain̄t é kaloun énébourien ar roué.

6Da drôn, ô Doué, a badô da-vikenn. Gwalen da rén a vézô eur walen a éeunder.

7Ar reizded éc’h eûz karet, hag ar fallagriez éc’h eûz kaséet. Râk-sé, Doué, da Zoué en deûz da lardet gan̄d éôl al lévénez dreist da genvreûdeûr.

8C’houéz ar mirr, hag ann aloez, hag ar sinnamom a zâv eûz da ziḻad, hag eûz da diez olifan̄t: râk-sé oud bét laouénéet;

9Ha merc’hed ar rouéed hô deûz da énoret. Ar rouanez a zô choumet enn hé sâ enn tû déou d’id gan̄d eur zaé alaouret, ha kalz kin̄klérézou war hé zrô.

10Sélaou, va merc’h, ha gwél, ha dinaou da skouarn; hag an̄kounac’ha da bobl, ha tî da dâd.

11Hag ar roué a c’hoan̄tai da c’héned; râg hén̄ eo ann Aotrou da Zoué; hag hî a azeûlô anézhan̄.

12Ha merc’hed Tîr, gan̄d ar ré binvidika eûz ar bobl, a zigasô rôou d’id, hag a rai hô féden dira-z-od.

13Holl c’hloar merc’h ar roué a zô enn diabarz, é penn-piḻou aour;

14Ha kalz kin̄klérézou war hé zrô. Gwerc’hézed a vézô kaset d’ar roué war hé lerc’h; ar ré nésa d’ézhan̄ a zô kaset d’id.

15El lévénez hag enn tridérez é vézin̄t kaset; é templ ar roué é vézin̄t kaset.

16É léac’h da dadou eo bét ganet mipien d’id; hô lakaad a rî da brin̄sed war ann douar holl.

17Koun hô dévézô eûz da hanô a-wenn-é-gwenn. Râk-sé ar boblou a embannô da veûleûdi da-vikenn, hag é kan̄tvéjou ar c’han̄tvéjou. ———— XLV. PSALM. Évid ann divez, da vipien Koré, évid ann traou kuzet.

← Levr ar Salmoù 44Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 46 →

Study Levr ar Salmoù 45

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150