Levr ar Salmoù 98
1Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, ô véza m’en deûz gréat burzudou. Hé zourn déou hag hé vréac’h san̄tel hô deûz hor savétéet évit-han̄.
2Ann Aotrou en deûz rôet da anaout hé zilvidigez; diskouézet en deûz hé reizded dirâg ar brôadou.
3Deûet eo koun d’ézhan̄ eûz he drugarez hag eûz hé wirionez é-kén̄ver tî Israel. Holl harzou ann douar hô deûz gwélet silvidigez hon Doué.
4En em laouénait é Doué, holl zouar; kanit, ha tridit, ha c’hoariit war ar binviou.
5C’hoariit gan̄d ann délen ha gan̄d al liren:
6Gan̄t kornou gréat gan̄d ar morzol, ha gan̄t kornou korn. En em laouénait dirâg ann Aotrou Roué.
7Ra vézô kéflusket ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄; ann douar holl, hag ar ré a choum enn-han̄.
8Ar steriou a stlakô hô daouarn, hag ar ménésiou ivé a dridô,
9Dirâg ann Aotrou; ô véza ma teû da varna ann douar. Barna a rai ar béd hervez ar reizded, hag ar boblou hervez ann éeunder. ———— XCVIII. PSALM. Psalm évid David.