Levr ar Salmoù 111
1Mé a veûlô ac’hanod, Aotrou, a greiz va c’haloun, é kuzul ann dûd reiz hag er strollad.
2Brâz eo ôberiou ann Aotrou; kévatal in̄t d’hé holl ioulou.
3Meûleûdi ha meûrded eo hé boll ôberiou; hag hé reizded a choum enn holl gan̄tvéjou.
4Ann Aotrou hégarad ha trugarézuz en deûz lékéat hé vurzudou da véza peûr-baduz.
5Boéd en deûz rôet d’ar ré a zouj anézhan̄. Koun en dévézô da-vikenn eûz hé gévrédigez.
6Embanna a rai d’hé bobl ners hé ôberiou:
7Évit ma rôi d’ézhô digwéz ar brôadou: ôberiou hé zaouarn eo gwirionez ha barnédigez.
8Hé holl c’hourc’hémennou a zô féal; stard in̄t enn holl gan̄tvéjou, ô véza ma’z in̄t gréat hervez ar wirionez hag ar reizded.
9Ann dasprénadurez en deûz kaset d’hé bobl; kemennet en deûz hé gévrédigez da-vikenn; hé hanô a zô san̄tel hag heûzuz.
10Derou ar furnez eo doujan̄s ann Aotrou. Poell mâd a zô gan̄d ar ré holl hô deûz hén̄; hé veûleûdi a choum enn holl gan̄tvéjou. ———— CXI. PSALM. Alléluia, eûz a zistrô Aggéé ha Zac’harias.