Levr ar Salmoù 72
1O Doué, rô d’ar roué da varnédigez: ha da reizded da vâb ar roué, évit ma varnô da bobl hervez ar reiz, ha da béorien hervez ar varnédigez.
2Ra zigémérô ar ménésiou ar péoc’h évid ar bobl, hag ar c’hrec’hiennou ar reizded.
3Barna a rai péorien ar bobl, hag é tieûbô bugalé ar béorien, hag é vuélai ar gwall gomzer.
4Hag hén̄ a badô en̄dra ma vézô héol ha loar, a-rumm-é-rumm.
5Hén̄ a ziskennô ével ar glaô war ar c’hréon̄; hag ével ann dour a gouéz a-vannéou war ann douar.
6Enn hé zeisiou é sâvô ar reizded, hag eur péoc’h brâz keit ha ma padô al loar.
7Hag hén̄ a aotrouniô adaleg eur môr bétég eur môr all; hag adaleg ar ster bétég harzou ann douar.
8Dira-z-han̄ é stouô ann Étiopied; hag hé énébourien a lipô ann douar.
9Rouéed Tarsis hag ann énézi a gennigô gôbrou; rouéed ann Arabia ha Saba a zigasô rôou.
10Hag holl rouéed ann douar a azeûlô anézhan̄; ann holl vrôadou a vézô dindân hé c’halloud;
11O véza ma tennô ar paour eûz a zourn ann dén galloudék, hag ar paour péhini n’en dôa skoazel é-béd.
12Hén̄ a drugarézô ar paour hag ann tavan̄tek; hag é tieûbô énéou ar béorien.
13Daspréna a rai hô énéou eûz ar c’hampi hag eûz ar fallagriez; hag hô hanô a vézô énoret dira-z-han̄.
14Hag hén̄ a vézô, hag é vézô rôet d’ézhan̄ aour eûz ann Arabia; hag hî a azeûlô bépréd enn abek d’ézhan̄; héd ann deiz é vennigin̄t anézhan̄.
15Ann éd a vézô lékéat enn douar war lein ar ménésiou a zougô hé frouez hag a zavô uc’héloc’h égéd al Liban; ha tûd kéar a greskô hô niver ével géot ann douar.
16Benniget ra vézô hé hanô enn holl gan̄tvédou; keit hag ann héol, é padô hé hanô. Hag holl vreûriézou ann douar a vézô benniget enn-han̄; ann holl vrôadou a embannô hé veûrded.
17Benniget ra vézô ann Aotrou. Doué Israel, péhini hép-kén a ra burzudou.
18Ha benniget ra vézô ivé hanô hé veûrdez da-vikenn; ha ra vézô leûniet enn douar holl gan̄d hé veûrdez. Bézet gréat, bézet gréat.
19Divez kanaouennou David, mâb Jessé. ———— LXXII. PSALM. Psalm Asaf.