Levr ar Salmoù 62
1Ha na zoujô két va éné da Zoué, pa eo digan̄t-han̄ é teûiô va zilvidigez?
2Râg hén̄ hé-unan eo va Doué, ha va Zalver, va difenner; ha na vézinn mui kéflusket.
3Bété pégeit en em daolot-hu war eunn dén, hag en em lékéot holl évid hé laza, ével oud eur vôger kostézet, pé oud eur gôz vur horellet?
4Koulskoudé hô deûz mennet tenna va gôbr digan-én̄, hag em eûz rédet ha mé séc’hédet: a c’hénou é vennigen̄t, hag a galoun é villigen̄t.
5Koulskoudé, va éné, douj da Zoué: pa eo digan̄t-han̄ é teû va habaskded.
6Râg hén̄ hé-unan eo va Doué, ha va Zalver: va skoazel, ha na fin̄vinn két.
7É Doué éma va zilvidigez, ha va gloar: eûz a Zoué é teû va skoazel, ha va géd a zô é Doué.
8Likid hô kéd enn-han̄, holl strollad ar bobl, fennit hô kalounon dirâ-z-han̄: Doué a zô hor skoazel da-vikenn.
9Koulskoudé bugalé ann dûd a zô didalvez, bugalé ann dûd a zô gaouiad er balan̄sou; hag hî en em unan kévret enn didalvédigez évit touella.
10Na likid két hô kéd er fallagriez, ha na c’hoan̄tait két traou laéret. Ma hoc’h eûz kalz a vadou, na stagit két hô kaloun out-hô.
11Eur wéach en deûz komzet Doué, hag ann diou zra-man̄ em eûz klevet, pénaoz da Zoué eo ar galloud,
12Ha d’id, Aotrou, ann drugarez; râk té a zistôlô da béb-unan hervez hé ôberiou. ———— LXII. PSALM. Psalm David, pa édô é distrô ann Iduméa.