Levr ar Salmoù 117
1Gwenvidig eo ar ré a zô dinam enn hen̄t; a gerz é lézen ann Aotrou.
2Gwenvidig eo ar ré a en̄klask hé desténiézou, hag a glask anézhan̄ a-greiz hô c’haloun.
3Râg ar ré a ra fallagriez, na valéon̄t két enn hé hen̄chou.
4Té éc’h eûz kémennet ma vijé miret mâd da c’hourc’hémennou.
5A-ioul é vé reizet va hen̄chou, enn hévélep doaré ma virinn da gélennou.
6Neûzé na vézinn két kollet, p’am bézô lékéat évez oud da holl c’hourc’hémennou.
7Mé a veûlô ac’hanod é éeunder va c’haloun, ô véza ma em eûz desket barnédigézou da reizded.
8Da gélennou a virinn; na zilez két ac’hanoun enn-holl-d’ann-holl. beth.
9Pénaoz é tifaziô hé hen̄t ann hini a zô iaouan̄k? O virout da c’heriou.
10A greiz va c’haloun em eûz da glasket; na bella két ac’hanoun diouc’h da c’hourc’hémennou.
11É gwéled va c’haloun em eûz kuzet da lavariou évit na béc’hinn két enn da énep.
12Benniget oud, ô Aotrou; desk d’in da gélennou.
13Gan̄t va muzellou em eûz lavaret holl varnédigézou da c’hénou.
14Kéméret em eûz va dudi enn da gélennou, ével enn holl vadou.
15Prédéria a rinn da c’hourc’hémennou; hag é likiinn évez oud da hen̄chou.
16Poelladi a rinn war da gélennou; na an̄kounac’hainn két da c’heriou. gimel.
17Béz mâd é-kén̄ver da zervicher, ma vézinn béô; hag é virinn da c’heriou.
18Tenn ar wél diwar va daoulagad; hag é sellinn-pîz oud ar burzudou a zô enn da lézen.
19Diavésiad ounn war ann douar, na gûz két ouz-in da c’hourc’hémennou.
20Va éné en deûz c’hoan̄téet-brâz da gélennou é péb amzer.
21Krôzet éc’h eûz ar ré valc’h; milliget eo ar ré a bella diouc’h da c’hourc’hémennou.
22Tenn diwar-n-oun ann dismégan̄s hag ann dispriz; ô véza ma em eûz klasket da desténiézou.
23Râg ar brin̄sed a zô bét azézet, hag hô deûz komzet em énep; hôgen da zervicher a boelladé war da gélennou.
24Râk da desténiézou a oa va fréder ha da gélennou va c’huzul. daleth.
25Va éné a zô bét stâg oud ann douar; rô ar vuez d’in hervez da c’hér.
26Va hen̄chou em eûz diskouézet d’id, ha té éc’h eûz sélaouet ouz-in; desk d’in da gélennou.
27Diskouéz d’in hen̄t da gélennou; ha mé a boelladô war da vurzudou.
28Morédet eo va éné gan̄d ann doan; kennerz ac’hanoun gan̄d da c’heriou.
29Pella diouz-in hen̄t ar fallagriez; hag az péz truez ouz-in hervez da lézen.
30Hen̄t ar wirionez em eûz dilennet; n’em eûz két an̄kounac’héet da varnou.
31En em staget ounn, Aotrou, oud da desténiézou; na zispenn két ac’hanoun.
32É hen̄t da c’hourc’hémennou am eûz rédet, pa éc’h eûz lédet va c’haloun. hé.
33Rô évit lézen d’in, Aotrou, hen̄d da gélennou; ha mé hé en̄klaskô bépréd.
34Rô ar poell d’in, hag é c’houiḻinn da lézen; hag é virinn anézhi a greiz kaloun.
35Kâs ac’hanoun é raven̄t da c’hourc’hémennou; râg hé c’hoan̄téet em eûz.
36Dinaou va c’haloun étrézé da desténiézou, ha nann étrézég ar c’hrinded.
37Distrô va daoulagad évit na wélin̄t két ann didalvédigez; rô ar vuez d’in enn da hen̄t.
38Laka stard da c’hér enn da zervicher, gan̄d ann doujan̄s ac’hanod.
39Pella diouz-in ann dismégan̄s em eûz doujet bépréd; râk da varnou a zô c’houék.
40Chétu em eûz c’hoan̄téet da c’hourc’hémennou; rô ar vuez d’in enn da éeunder. vav.
41Râ zeûi war-n-oun da drugarez, ô Aotrou; ha da zilvidigez hervez da c’hér.
42Hag em bézô eur gér da lavarout d’ar ré a damall ac’hanoun: Pénaoz em eûz lékéat va géd enn da c’heriou.
43Ha na denn két eûz va génou da-vikenn ar gér a wirionez, ô véza ma em eûz lékéat va holl c’héd enn da varaou.
44Hag é virinn bépréd da lézenn, er c’han̄tvéjou, hag é kan̄tvéjou ar c’han̄tvéjou.
45Enn éc’honder é valéenn; ô véza ma em eûz klasket da chourc’hémennou.
46Komza a réann eûz da desténiézou dirâg ar rouéed; ha n’em boa két a véz.
47Poelladi a réann war da c’hourc’hémennou, péré a garann.
48Va daouarn a zavenn étrézé da c’hourc’hémennou, péré a garann: hag é poelladenn war da gélennou. zaïn.
49Az péz koun eûz ar gér éc’h eûz lavaret d’as servicher, dré béhini éc’h eûz rôet d’in ar géd.
50Dré-zé eo ounn bét dizoaniet em vuelded: râk da lavar en deûz rôet ar vuez d’in.
51Ar ré rôk a embrégé gan̄t kalz a fallagriez: hôgen mé n’ounn két pelléet diouc’h da lézen.
52Koun em eûz bét, ô Aotrou, eûz da varnou a vépréd; hag ounn bét dizoaniet.
53Fatet ounn bét, enn abek d’ar béc’herien a zilezé da lézen.
54Da gélennou a oa va c’hân, el léac’h va harlu.
55Koun em eûz bét a-zoug ann nôz eûz da hanô, ô Aotrou; hag em eûz miret da lézen.
56Kémen̄t-sé a zô c’hoarvézet d’in; ô véza ma em eûz klasket da gélennou. cheth.
57Va lôd, ô Aotrou; lavaret em eûz é virinn da lézen.
58Pédet em eûz da zremm a greiz va c’haloun; az péz truez ouz-in hervez da lavar.
59Évéséet em eûz va hen̄chou; ha trôet em eûz va zreid étrézé da desténiézou.
60Daré ounn, ha n’ounn két reûstlet; miroud a rinn da c’hourc’hémennou.
61Éréou ar béc’herien hô deûz gréat ann drô d’in; ha n’em eûz két an̄kounac’héet da lézen.
62É kreiz ann nôz é savenn évid da veûli, diwar-benn barnou da gélennou.
63Unvan ounn gan̄d ar ré holl a zouj ac’hanod, hag a vir da c’hourc’hémennou.
64Leûn eo ann douar eûz da drugarez, ô Aotrou; desk d’in da gélennou. teth.
65Mâd oud bét é-kén̄ver da zervicher, ô Aotrou, hervez da c’her.
66Desk d’in ar vadélez, ar gélennadurez hag ar wiziégez: ô véza ma em eûz krédet d’as gourc’hémennou.
67Abarz ma ounn bét vuéléet em boa faziet; râk-sé em eûz miret da lavar.
68Mâd oud; hag hervez da vadélez, desk d’in da gélennou.
69Fallagriez ar ré rôk a zô bét brâz em énep; hôgen mé a c’houiliô da c’hourc’hémennou.
70Kaoulédet eo hô c’haloun ével al léaz; hôgen mé em eûz prédériet war da lézen.
71Mâd eo d’in ez pé va vuéléet; évit ma teskinn da gélennou.
72Gwell eo d’in lézen da c’hénou, égét milionou aour hag arc’han̄t. jod.
73Da zaouarn hô deûz va c’hréat ha va doaréet: rô d’in ar poell, ma teskinn da c’hourc’hémennou.
74Ar ré a zouj ac’hanod a wélô ac’hanoun, hag en em laouénai; ô véza ma em eûz lékéat va holl c’héd enn da c’heriou.
75Anavézet em eûz, Aotrou, pénaoz eo reiz da varnou; ha pénaoz éc’h eûz va vuéléet gan̄t gwirionez.
76Ra zeûi da drugarez d’am dizoania, hervez ar gér éc’h eûz rôet d’as servicher.
77Ra zeûi da vadélésiou war-n-oun, évit ma vévinn; râk da lézen eo va fréder.
78Ra vézô mézékêet ar ré valc’h, ô véza ma hô deûz gréat fallagriez em c’hén̄ver héb abek; hôgen mé a boelladô war da c’hourc’hémennou.
79Ra drôi ouz-in ar ré a zouj ac’hanod, hag ar ré a anavez da desténiézou.
80Ra zeûi va c’haloun da véza dinam enn da gélennou, évit na vésinn két mézékéet. caph.
81Fatet eo va éné gan̄d da zilvidigez; lékéat em eûz va holl c’héd enn da c’hér.
82Gwévet eo va daoulagad gan̄d da c’hér, ô lavarout: Peûr é tic’hlac’hari-dé ac’hanoun?
83Râk deûet ounn ével eur bouc’h-kenn dindân ar réô; ha n’em eûz két an̄kounac’héet da gélennou.
84Péhini eo niver deisiou da zervicher: peûr é varni-dé ar ré a heskin ac’hanoun?
85Ar ré fallagr hô deûz danévellet d’in sorc’hennou; ha né oan̄t két hén̄vel oud da lézen.
86Gwirionez eo da holl c’hourc’hémennou; gan̄d direizded hô deûz va heskinet, skoazel ac’hanoun.
87Daré eo bét d’ézhô va dispenna war ann douar; hôgen n’em eûz két dilézet da c’hourc’hemennou.
88Rô ar vuez d’in hervez da drugarez; ha mé a virô testéniézou da c’hénou. lamed.
89Da c’her, Aotrou, a choum bépréd enn én̄v.
90Da wirionez a bâd a rumm é rumm; diazézet eo bét ann douar ganéz, hag é choum.
91Gan̄d da reiz é pâd ann deiz; râk pép-trâ a zen̄t ouz-id.
92Ma na vijé két bét va fréder enn da lézen, é vijenn martézé bét kollet em vuelded.
93Bikenn na an̄kounac’hainn da gélennou; râg gan̄t-hô eo éc’h eûz rôet ar vuez d’in.
94D’id onnn, dieûb ac’hanoun; râk da gélennou em eûz klasket.
95Ar béc’herien hô deûz va gortozet évit va c’holla; da desténiézou em eûz poellet.
96Gwélet em eûz ann divez eûz a bép-trâ klôk; hôgen da c’hourc’hémennou a zô éc’hon-brâz. mem.
97Pégémen̄t é karann da lézen, ô Aotrou! va fréder eo héd ann deiz.
98Va lékéat éc’h eûz da véza furoc’h égét va énébourien gan̄d da c’hourc’hémennou: râk dira-z-oun émin̄t bépréd.
99Poellékoc’h ounn bét égéd ar ré a zeské ac’hanoun; ô véza ma lakaann va fréder enn da desténiézou.
100Poellékoc’h ounn bét égéd ann hénaoured; ô véza ma em eûz klasket da c’hourc’hémennou.
101A bép gwall hen̄t em eûz distrôet va zreid, évit ma virchenn da c’heriou.
102N’ounn két bét pelléet diouc’h da varnou; ô véza ma éc’h eûz rôet eul lézen d’in.
103Péger c’houék eo da lavariou d’in; c’houékoc’h égéd ar mél d’am génou!
104Gan̄d da c’hourc’hémennou ounn deûet da véza poellek; râk-sé em eûz kaséet pép gwall hen̄t. nun.
105Eur c’hleûzeûr eo da c’hér évit va zreid, hag eur c’houlaouen évit va raven̄tou.
106Touet em eûz, ha lékéat em penn é virchenn barnou da reizded.
107Vuéléet-brâz ounn, ô Aotrou; va laka da véva hervez da c’hér.
108Laka, Aotrou, ma vézô hétuz d’id ar gwéstlou a rann a-ioul-vâd; desk da varnou d’in.
109Éma bépréd va éné étré va daouarn; ha n’em eûz két an̄kounac’héet da lézen.
110Ar béc’herien hô deûz aozet eur spi d’in; ha n’ounn két distrôet diouc’h da c’hourc’hémennou.
111Kéméret em eûz da zigwéz da-vikenn da desténiézou; ô véza ma in̄t lévénez va c’haloun.
112Douget em eûz va c’haloun da ôber bépréd da gélennou, enn abek d’ar gôbr. samech.
113Ar ré fallagr em eûz kaséet; ha da lézen em eûz karet.
114Va skoazeller ha va difenner oud; hag enn da c’hér em eûz lékéat va holl c’héd.
115Pellait diouz-in, tûd drouk; hag é en̄klaskinn gourc’hémennou va Doué.
116Starta ac’hanoun hervez da lavar, ha va laka da véva; ha n’am lez két da véza touellet em géd.
117Skoazel ac’hanoun, hag é vézinn dieûbet; hag é poelladinn bépred war da gélennou.
118Disprizet éc’h eûz ar ré holl a bella diouc’h da varnédigézou; ô véza ma eo direiz hô ménoz.
119Holl béc’herien ann douar em eûz sellet ével fallerien; râk-sé em eûz karet da desténiézou.
120Treûz a-grenn va c’hik gan̄d ann doujan̄s ac’hanod; râg aoun em eûz râk da varnédigézou. aïn.
121Barn ha reiz em eûz gréat; na laka két ac’hanoun étré daouarn ar ré a wall-gomz diwar va fenn.
122Digémer da zervicher er mâd; na vézet két gwall-gomzet diwar hé benn gan̄d ar ré rôk.
123Gwévet eo va daoulagad gan̄d da zilvidigez; ha gan̄t lavar da reizded.
124Gra é kén̄ver da zervicher hervez da drugarez; ha desk d’in da gélennou.
125Da zervicher ounn; rô d’in ar poell, évit ma anavézinn da desténiézou.
126Préd eo ôber, Aotrou; diskaret eo bét da lézen gan̄t-hô.
127Râk-sé em eûz karet da c’hourc’hémennou dreist ann aour hag ann topaz.
128Râk-sé éz éann râg-eeun étrézé da holl c’hourc’hémennou; péb hen̄t fall em eûz kaséet. phe.
129Burzuduz eo da desténiézou; râk-sé va éné en deûz hô en̄klasket.
130Ann displég eûz da lavariou a c’houlaou hag a rô poell d’ar ré vihan.
131Digoret em eûz va génou, hag em eûz hoalet ann aézen; ô véza ma c’hoan̄téenn da c’hourc’hémennou.
132Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in, hervez ma oud boazet da ôber é-kén̄ver ar ré a gâr da hanô.
133Rén va c’hamméjou hervez da lavar; ha na zeûet két ann direizded da drec’hi ac’hanoun.
134Dieûb ac’hanoun eûz a wall-gomsiou ann dûd; évit ma virinn da c’hourc’hémennou.
135Goulaou da zremm war da zervicher; ha desk d’in da gélennou.
136Va daoulagad hô deûz skuḻet gouériou daérou; ô véza n’hô deûz két miret da lézen. tsadé.
137Reiz oud, Aotrou; hag éeun eo da varn.
138Kémennet éc’h eûz a-ratoz ma vijé miret testéniézou da lézen, ével ar reizded hag ar wirionez hé-unan.
139Va oaz en deûz va lékéat da zizéc’ha; ô véza ma hô deûz va énébourien an̄kounac’héet da c’heriou.
140Da lavar a zô arnodet-kaer gan̄d ann tân; ha da zervicher a gâr anézhan̄.
141Bihanig ounn ha disprizet; hôgen n’em eûz két an̄kounac’héet da gélennou.
142Da reizded a zô ar reizded peûr-baduz; ha da lézen a zô ar wirionez.
143Ann en̄krez hag ann an̄ken a zô kouézet war-n-oun; poelladet em eûz war da c’hourc’hémennou.
144Reizded da desténiézou a zô peûr-baduz; rô ar poell d’in, hag é vévinn. coph.
145Garmet em eûz a greiz va c’haloun; sélaou ouz-in Aotrou; da gélennou a en̄klaskinn.
146Garmet em eûz étrézég enn-od, dieûb ac’hanoun; évit ma virinn da c’hourc’hémennou.
147Abréd ounn deûet, hag em eûz garmet; ô véza ma em eûz lékéat va holl c’héd enn da c’heriou.
148Trôet eo va daoulagad étrézég enn-od min̄tin mâd; évid ma poelladfenn war da lavariou.
149Sélaou va mouéz hervez da drugarez, Aotrou; ha rô ar vuez d’in hervez da varnédigez.
150Ar ré a heskiné ac’hanoun a zô tôstéet ouc’h ar fallagriez; hôgen pelléet in̄t diouc’h da lézen.
151Té a zô tôst, Aotrou; ha da holl hen̄chou a zô ar wirionez.
152Adaleg ar penn-ken̄ta em eûz anavézet, diwar-benn da desténiézou, pénaoz éc’h eûz hô diazézet da-vikenn. resch.
153Gwél va vuelded, ha dieûb ac’hanoun; ô véza n’em eûz két an̄kounac’héet da lézen.
154Barn va c’hiriégez, ha dieûb ac’hanoun; rô ar vuez d’in hervez da lavar.
155Pell éma ar zilvidigez diouc’h ar béc’herien; ô véza n’hô deûz két en̄klasket da gélennou.
156Paot eo da drugarézou, Aotrou; rô d’in ar vuez hervez da varnédigez.
157Kalz a zô hag a heskin, hag a en̄krez ac’hanoun; n’ounn két distrôet diouc’h da desténiézou.
158Ar ré fallakr em eûz gwélet, hag ounn bét dizéc’het; ô véza n’hô deûz két miret da lavariou.
159Gwél, Aotrou, pégémen̄t em eûz karet da c’hourc’hémennou; rô ar vuez d’in hervez da drugarez.
160Penn-abek da c’heriou eo ar wirionez; holl varnou da reizded a zô peûr-baduz. sehin.
161Ar brin̄sed hô deûz va heskinet héb abek; ha va c’haloun é deûz krénet râg da c’heriou.
162En em laouénaad a rinn enn da c’heriou; ével ann hini en deûz kavet kalz diwiskou.
163Ar fallagriez em eûz kaséet, hag hé argarzet em eûz; hôgen da lézen em eûz karet.
164Seiz gwéac’h enn deiz em eûz da veûlet, enn abek da varnou da reizded.
165Péoc’h brâz a zô évid ar ré a gâr da lezen; ha n’eûz két a wall-skouér évit-hô.
166Da zilvidigez a c’hortozenn, Aotrou; ha karet em eûz da c’hourc’hémennou.
167Miret en deûz va éné da desténiézou; hag hô c’haret en deûz stard.
168Miret em eûz da c’hourc’hémennou, ha da desténiézou; ô véza ma éma va holl hen̄chou dira-z-od. tau.
169Ra dôstai va féden dira-z-od, ô Aotrou; rô d’in ar poell hervez da lavar.
170R’az ai va goûlenn bété dira-z-od. Dieûb ac’hanoun hervez da lavar.
171Va muzellou a rôi da glevout eur ganaouen, p’az pézô desket d’in da gélennou.
172Va zéôd a embannô da lavar; ô véza ma eo reiz da holl c’hourc’hémennou.
173Ra zeûi da zourn d’am dieûbi; ô véza ma em eûz dilennet da c’hourc’hémennou.
174C’hoan̄téet em éûz da zilvidigez, ô Aotrou; ha da lézen a zô va fréder.
175Va éné a vévô hag a veûlô ac’hanod; ha da varnédigézou a skoazellô ac’hanoun.
176Kildrôet em eûz, ével eunn dan̄vad a zô dian̄ket; klask da zervicher, ô véza n’em eûz két an̄kounac’héet da c’hourc’hémennou. ———— CXIX. PSALM. Kanaouen ann dérésiou.