Levr ar Salmoù 132
1War-harz steriou Babilon, énô omb bét azézet hag hon eûz gwélet: pa eo deûet koun d’é-omp eûz a Zion.
2Skourret hon eûz hon télennou oud ann halek a zô enn hé greiz.
3Râg ar ré hô dôa hor c’haset é sklavérez a c’houlenné digan-é-omp ma kanchemp énô; hag ar ré hô dôa hor skrapet a lavaré: Kanit d’é-omp unan-bennâg eûz a ganaouennou Sion.
4Pénaoz é kanimp-ni kanaouen ann Aotrou enn eur vrô a-ziavéaz?
5Ma an̄kounac’haann ac’hanod, ô Jéruzalem, ra vézô lékéat va dourn déou é an̄kounac’h.
6R’en em stagô va zéôd out va staon̄, ma n’em eûz két a goun ac’hanod; ma na lakaann két Jéruzalem é penn va lévénez.
7Az péz koun, Aotrou, eûz a vipien Édom é deiz Jéruzalem péré a lavaré: Dispennit, dispennit bétég ann diazez anézhi.
8Gwa té, merc’h Babilon: gwenvidik eo ann hini a zistolô d’id ar péz éc’h eûz gréat d’é-omp.
9Gwenvidik eo ann hini a gémérô da vugaligou, hag hô stlapô oud ar vein. ———— CXXXVII. PSALM. Évid David.