Levr ar Salmoù 64
1Sélaou, ô Doué, out va mouéz pa bédann; tenn va éné eûz a aoun ann énébour.
2Va difennet éc’h eûz diouc’h strollad ann dûd fall; diouc’h al lôd brâz eûz ar ré a ra fallâgriez.
3Râk lemmet hô deûz hô zéôdou ével eur c’hlézé; steñet hô deûz hô gwarek leûn a c’houervder,
4Évit toulla gan̄d hô saésiou ann dén dinam enn amc’houlou.
5Râk-tâl é toullin̄t anézhan̄ gan̄d ho saésiou, ha n’hô dévézô két a aoun; hô gwall vénoz hô deûz startéet. En em guzuliet hô deûz évit kuza hô spiou; hag hî hô deûz lavaret: Piou hô gwélô?
6Fallagriézou hô deûz en̄klasket; hôgen didalvez eo bét hô en̄klask. Ann dén a ziskennô é gwéled hé galoun;
7Ha Doué a vézô savet. Ar gouliou a réon̄t a zô ével ar ré a râ saésiou ar vugalé:
8Hag hô zéôdou hô deûz kollet hô ners enn hô énep. Ar ré holl a wélé anézhô, a zô bét reûstlet;
9Ha pép dén a zô bét spoun̄tet. Hag hî hô deûz embannet ôberiou Doué; hag hî hô deûz poellet hé labouriou.
10Ann dén reiz en em laouénai enn Aotrou, hag a lakai hé c’héd enn-han̄, hag ann holl dûd éeun a vézô meûlet. ———— LXIV. PSALM. Évid an divez, Psalm David, kanaouen Jérémias hag Ézékiel, évit pobl ann dizougadur, pa zéraoué don̄d er-méaz.