The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 105

1Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô; embannit hé ôberiou é-touez ar brôadou.

2Kanit d’ézhan̄, kanit war ar binviou. Danévellit hé holl vurzudou.

3En em veûlit enn hé hanô san̄tel; r’en em laouénai kaloun ar ré a glask ann Aotrou.

4Klaskit ann Aotrou, hag en em nerzit; klaskit hé zremm bépréd.

5Hô pézet koun eûz ann traou souézuz en deûz gréat, eûz hé vurzudou hag eûz a varnédigézou hé c’hénou,

6C’houi, gwenn Abraham hé zervicher; c’houi, bugalé Jakob hé zilennet.

7Hén̄ eo ann Aotrou, hon Doué; hé varniou a ia dré ann douar holl.

8Koun en deûz bét da-vikenn eûz hé gévrédigez; hag eûz ar gér en deûz rôet da vil rumm;

9Eûz ar péz en deûz lavaret da Abraham; eûz ar péz en deûz touet da Izaak;

10Euz ar péz en deûz gréat ivé da Jakob ével eur c’hélen; ha da Israel ével eur gévrédigez peûr-baduz,

11O lavarout: Rei a rinn d’id douar Kanaan, évit korden hô tigwéz

12Pa oa c’hoaz bihan hô niver, pa oa nébeût anézhô, hag hî diavésidi:

13Pa dréménen̄t eûz a eur vrôad enn eur vrôad all, hag eûz a eur rouan̄télez enn eur bobl all.

14Na lézaz dén é-béd da ôber drouk d’ézhô; hag hén̄ a gastizaz rouéed enn abek d’ézhô.

15Na likit két hô tourn war va éôliet; ha na rit két a zrouk d’am proféded.

16Hag hén̄ a c’halvaz ann naounégez war ann douar; hag a dorraz nerz ar bara.

17Kâs a réaz enn hô raok eunn dén: Jozef a oé gwerzet évit béza sklâv.

18Hé vuéla a réjon̄t ô lakaat chadennou oud hé dreid; ann houarn a dreûzaz hé éné,

19Kén na oé sévénet hé c’hér. Lavar ann Aotrou a en̄tanaz anézhan̄.

20Ar roué a gasaz tûd hag a ziéréaz anézhan̄: prin̄s ar boblou a gasaz anézhan̄ er-méaz.

21Hé lakaad a réaz da vestr war hé dî: ha da brin̄s war hé holl drâ,

22Évit ma teskché hé brin̄sed ével-t-han̄ hé-unan; ha ma tiskouézché ar furnez d’hé hénaoured.

23Israel éta a iéaz enn Éjipt; ha Jakob a choumaz é douar Kam.

24Ann Aotrou a baottaz kalz hé bobl; hag hel lékéaz da véza galloudékoc’h égéd hé énébourien.

25Trei a réaz hô c’haloun da gasaad hé bobl; ha da ôber pép gaou oud hé zervicherien.

26Neûzé é kasaz Moizez hé zervicher; hag Aaron en dôa dibabet.

27Lakaad a réaz enn-hô hé c’halloud, évid ôber arouésiou ha burzudou é douar Kam.

28Kâs a réaz ann dévalien, hag é teûaz ann amc’houlou; hag hén̄ a zévénaz hé c’hériou.

29Trei a réaz hô douréier é goad: hag é lazaz hô fesked.

30Sével a réaz eûz hô douar raned bétég é kamprou ar rouéed hô-unan.

31Hén̄ a gomzaz, hag é teûaz kelien ha fubu enn hô holl vrô.

32Trei a réaz hô glaô é kazarc’h, hag enn eunn tân a zevaz hô douar.

33Skei a réaz war hô gwiniennou ha war hô gwéz-fiez; hag é torraz holl wéz hô brô.

34Hén̄ a gomzaz, hag é teûaz kiḻéien-raden ha biskouled, hag hî diniver:

35Hag hî a zebraz holl c’héot hô douar, hag a loun̄kaz holl frouez hô brô.

36Hag hén̄ a skôaz gan̄d ar ré gen̄ta-ganet holl enn hô brô; ha gan̄t ken̄ta-frouez hô holl labour.

37Hag hén̄ hô zennaz er-méaz gan̄d arc’han̄t hag aour; ha na oa dén klan̄v é-béd enn hô breûriézou.

38Ann Éjipt en em laouénéaz p’az éjon̄t-kuît; râg ar spoun̄t ra-z-hô a oa kroget enn-hô.

39Eur goabren a astennaz évid hô gôlei; hag eunn tân évid hô goulaoui a-zoug ann nôz.

40Goulenn a réjon̄t, hag é teûaz koaḻed; hag hén̄ a rôaz d’ézhô hô gwalc’h eûz a vara ann én̄v (T).

41Faouta a réaz ar méan, hag é rédaz douréier; steriou a skuḻaz war eul léac’h séac’h.

42Râk koun en dôé eûz hé c’hér san̄tel, en dôa rôet da Abrabam, hé zervicher.

43Hag hén̄ a gasaz hé bobl er-méaz gan̄t lévénez, hag hé ré zilennet gan̄d dudi.

44Hag é rôaz d’ézhô brôiou ar brôadou; ha labouriou ar boblou a oé d’ézhô:

45Évit ma virchen̄t hé c’hourc’hémennou, ha ma klaskchen̄t hé lézen. ———— CV. PSALM. Alléluia.

← Levr ar Salmoù 104Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 106 →

Study Levr ar Salmoù 105

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150