The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 19

1Ann én̄vou a zanével gloar Doué, hag ann oabl-stérédet a ziskouéz ôberiou hé zaouarn.

2Ann deiz goudé ann deiz a embann ar wirionez-zé, hag ann nôz goudé ann nôz a rô da anaout ar wiziégez-zé.

3N’eûz iéz é-béd, n’eûz komz é-béd é péré na vé klevet hô mouéz.

4Hô mouéz a zô bét klevet dré ann douar holl, hag hô geriou a zo éat bété penn ar béd.

5Enn héol en deûz lékéat hé delt; hag hén̄vel oud eur pried a ia er-méaz eûz ar gampr a briédélez, é tilamm ével éul lan̄gouinek évid ôber hé rédaden.

6Eûz a eur penn eûz ann én̄v é teû: hag éz â bétég ar penn all: ha n’eûz den a gémen̄t a gûz oud hé c’hrouéz.

7Lézen ann Aotrou a zô dinam; trei a ra ann énéou; testéni ann Aotrou a zô féal; ar furnez a rô d’ar ré vihan.

8Reizou ann Aotrou a zô éeun; laouénaad a réon̄t ar c’halounou; kémenn ann Aotrou a zô luc’huz; skléraad a ra ann daoulagad.

9Doujan̄s ann Aotrou a zô san̄tel; padoud a ra é amzeriou ann amzeriou; barnou ann Aotrou a zô gwir; reiz in̄t enn-hô hô-unan.

10Hetusoc’h in̄t égét kalz a aour hag a vein talvouduz; ha c’houékoc’h éget mél ha dirennou-mél.

11Dré-zé da zervicher a vîr anézhô; hag ôc’h hô mirout é kâv eur gôbr brâz.

12Piou a anavez hé wallou? Glân ac’hanoun eûz ar ré a zô kuzet ennoun.

13Ha mîr da zervicher diouc’h péc’héjou ann diavésidi; ma na zeûon̄t két da drec’hi ac’hanoun, neûzé é vézinn dinam; hag é vézinn glanet eûz a eur gwall brâz-meûrbéd.

14Neûzé geriou va génou a vézô hétuz d’id; ha ménoz va c’haloun a vézô bépréd dira-z-od, Aotrou, va skoazel ha va daspréner. ———— XIX. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.

← Levr ar Salmoù 18Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 20 →

Study Levr ar Salmoù 19

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150