Levr ar Salmoù 73
1Péger mâd eo Doué évid Israel, évid ar ré a zô éeun a galoun!
2Hôgen évid-oun-mé, a véac’h ma fin̄v va zreid; a véac’h ma rann eur c’hammed,
3O véza ma em eûz bét érez oud ar ré fallagr, pa em eûz gwélet péoc’h ar béc’herien.
4Râk na lékéeur két a évez oud hô marô; hag hô gouliou na badon̄t két.
5N’hô deûz két a lôd é labour ann dûd all; ha n’in̄t két skourjézet ével ann dûd all.
6Râk-sé é krôg ar rogen̄tez enn-hô, hag in̄t gôlôet gan̄d hô drougiez hag hô fallagriez.
7Hô fallagriez a zô ével savet eûz hô lard; da c’hoan̄tégesiou hô c’haloun in̄t en em rôet.
8Mennet hô deûz, hag hô deûz lavaret drouk; uc’hel hô deûz lavaret fallagriez.
9Lékéat hô deûz hô génou a-éneb ann én̄v; hag hô zéôd a zô tréménet enn douar.
10Râk-sé va fobl a drôiô aman̄; hag é vézô kavet enn-hô deisiou leûn.
11Hag hî hô deûz lavaret: Pénaoz é oar Doué kémen̄t-sé, hag ar wiziégez a zô enn Uc’hel-meûrbéd?
12Cbétu ar béc’herien hô-unan é-kreiz ar founder er béd-man̄, hô deûz dastumet madou brâz.
13Ha mé em eûz lavaret: Enn-aner eo éta em eûz glanet va chaloun, hag em eûz gwalc’het va daouarn é-touez ar ré zinam.
14Hag ounn bét skourjézet héd ann deiz; hag ounn bét kastizet adaleg ar min̄tin.
15Ma lavarenn: Ével-sé é komzinn; chétu em eûz tamallet brôad da vipien.
16Mé a gavé d’in é anavézchenn kémen̄t-sé; eul labour brâz a zô dira-z-oun;
17Kén n’az inn é san̄tuar Doué, ha ken na boellinn pétrâ eo hô divez.
18Ével enn eur spi éc’h eûz hô lékéat; hô diskaret éc’h eûz pa en em uc’héléen̄t.
19Pénaoz in̄t-hi kouézet enn an̄ken? Enn-eunn-taol in̄t bét dispennet; kaset in̄t bét da-gét enn abek d’hô fallagriez.
20Evel huvré ar ré a zihun, Aotrou, é kasi da nétrâ hô skeûden enn da géar.
21O véza ma eo bét en̄tanet va c’haloun, ha ma eo bét névézet va digroazel,
22Ha ma ounn bét kaset da nétrâ, héb hé c’houzout;
23Ha ma ounn deûet ével eul loen dira-z-od; ha ma oann bépréd gan-éz,
24Éc’h eûz dalc’het va dourn déou; éc’h eûz va c’haset hervez da ioul, hag éc’h eûz va digéméret gan̄t gloar.
25Râk pétrâ a zô évid-oun enn én̄v? Ha pétrâ a c’hoan̄taann-mé war ann douar néméd-od?
26Falléet eo va c’hîk ha va c’haloun; té eo Doué va c’haloun, ha va lôd da-vikenn.
27Râk chétu ar ré a bellai diouz-id a iélô-da-gét; kolla a rî kémen̄d hini en em zaotrô a zira-z-od.
28Hôgen mâd eo d’in en em staga ouc’h Doué; ha lakaat va géd enn Aotrou Doué; évit ma embanninn da holl veûleûdiou é-tâl persier merc’h Sion. ———— LXXIII. PSALM. Poell da Asaf.