Levr ar Salmoù 8
1Aotrou, hor mestr, pégen estlammuz eo da hanô war ann douar holl!
2Râk da veûrded a zô savet dreist ann én̄vou.
3Eûz a c’hénou ar vugalé hag eûz ar ré a zô c’hoaz oud ar vronn, éc’h eûz tennet eur veûleûdi klôk enn abek d’as énébourien, évit kâs-da-gét ann énébour hag ar ven̄jer.
4Pa wélann ann én̄vou, labour da viziad; al loar hag ar stéred éc’h eûz startéet;
5Piou eo ann dén évit m’az pé koun anézhan̄? Pé mâb ann dén évit ma teûjez d’hé wélout?
6Hé lékéat éc’h eûz évid eunn nébeûd amzer izéloc’h égéd ann éled; a c’hloar hag a énor éc’h eûz hé gurunet;
7Hé lékéat éc’h eûz da aotrou war ôberiou da zaouarn.
8Lékéat éc’h eûz pép-trâ da bléga dindân hé dreid, hag ann holl zén̄ved hag ann holl éjenned; hag ouc’h-penn loéned ar mésiou:
9Evned ann én̄v, ha pésked ar môr, péré a valé é raven̄chou ar môr.
10Aotrou, hor mestr, pégen estlammuz eo da hanô war ann douar holl! ———— IX. PSALM. Évid ann divez, évid traou-kuzet ar Mâb. Psalm David.