The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 134

1Aotrou, va arnodet éc’h eûz, hag éc’h eûz va anavézet.

2Anavézet éc’h eûz va éhan, ha va assav.

3Poellet éc’h eûz a bell va ménosiou; va raven̄t ha va c’hordennad éc’h eûz c’houiliet.

4Ha va holl hen̄chou éc’h eûz râg-gwélet, abarz ma oa gér em zéôd.

5Chétu té, Aotrou, éc’h eûz anavézet pép-trâ, ann traou névez hag ann traou kôz; té eo éc’h eûz va doaréet, hag éc’h eûz lékéat da zourn war-n-oun.

6Da wiziégez a zô savet dreist-oun enn eunn doaré burzuduz; startéet eo, ha na hellinn két hé zizout.

7Péléac’h éz inn évit pellaad diouc’h da spéred; ha péléac’h évit tec’hout a zira-z-oud?

8Mar piñann enn én̄v, té a zô énô; mar tiskennann enn ifern, émoud énô:

9Mar kémérann va diou-askel min̄tin-mâd, ha mar d-ann da choum enn tu-all d’ar môr;

10Da zourn da-unan a gasô ac’hanoun; ha da zourn déou a harpô ac’hanoun.

11Ma lavarann: Martézé ann dévalien a guzô ac’hanoun; hag ann nôz é deûz va goulaouet em dudiou.

12Râg ann dévalien né két téval dira-z-od, hag ann nôz a zô skléar ével ann deiz; hé dévalien a zô hén̄vel oud hé c’houlou.

13Râk va digroazel a zô bét d’id; va digéméret éc’h eûz adalek kôv va mamm.

14Da veûli-kaer a rinn, ô véza ma éc’h eûz diskouézet da veûrded enn eunn doaré estlammuz; burzuduz eo da ôberiou, ha va éné her goar ervâd.

15Né két kuzet va eskern oûz-id, té péhini éc’h eûz hô gréat enn amc’houlou; na va danvez a oa é gwéled ann douar.

16Da zaoulagad hô deûz va gwélet ha mé dizoaré; hag holl in̄t skrivet enn da levr: don̄t a ra ann deisiou, ha n’eûz hini ébed n’éma enn-han̄ (M).

17Hôgen énoret-brâz eo, war a wélann, da viñouned gan-éz, ô Doué; startéet brâz eo hô galloud.

18Hô nivéri a rinn, hag hî a vézô paottoc’h égét ann tréaz; savet ounn, ha gan-éz émounn c’hoaz.

19Mar lazez, Aotrou, ar béc’herien; tûd a c’hoad, pellait diouz-in;

20O véza ma livirit enn hô ménoz: Enn aner eo é kémérin̄t da geriou.

21Ha n’em eûz két kaséet, Aotrou, ar ré a gaséé ac’hanod; ha na zizéc’henn ket enn abek d’as énébourien?

22Gan̄d eur c’hâs krenn é kaséenn anézhô; hag hî a zo deûet da énébourien d’in.

23Arnod ac’hanoun, ô Doué, ha c’houiḻ va c’haloun; grâ goulennou ouz-in, hag anavez va raven̄chou.

24Gwel hag éma enn-oun hen̄t ar fallagriez; ha digas ac’hanoun enn hen̄t peûr-baduz. ———— CXXXIX. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.

← Levr ar Salmoù 133Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 135 →

Study Levr ar Salmoù 134

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150