Levr ar Salmoù 6
1Aotrou, na damall két ac’hanoun enn da frouden, ha na gastiz két ac’hanoun enn da vuanégez.
2Az péz truez ouz-in, ô Aotrou, ô véza ma ounn gwân: iac’ha ac’hanoun, ô Aotrou, ô véza ma eo gloazet va eskern.
3Ha va éné a zô glac’haret-meûrbéd; hôgen té, Aotrou, bété pégeit?
4Distrô ouz-in, ô Aotrou, ha dieûb va éné; savété ac’hanoun enn abek d’as trugarez.
5Râk n’eûz hini a gemen̄t en défé koan ac’hanod er marô ha piou a veûlo ac’hanod er béz?
6Skuizet ounn bét ô keina; gwalc’hi a rinn bép nôz va gwélé ô wéla; glébia a rinn va fléd gan̄d va daérou.
7Tévaléet eo va lagad gan̄d ar frouden; deûet ounn da véza kôz é-kreiz va holl énébourien.
8Tec’hid diouz-in, c’houi holl péré a ra fallagriez; râg ann Aotrou en deûz klevet out mouéz va gwélvan.
9Ann Aotrou en deûz klévet out va goulenn; ann Aotrou en deûz digéméret va féden.
10Ra rusiô ha ra vézô reûstlet va holl énébourien: ra zistrôin̄t war hô c’hiz, ha ra vézin̄t gôlôet a véz. ———— VII. PSALM. Psalm David, a ganaz d’ann Aotrou enn abek da c'heriou Kus, mâb Jémini.