The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 97

1Ann Aotrou a rén; ra dridô ann douar; r’en em laouénai ann holl énézi.

2Ar c’hoabr hag ann dévalien a zô war hé drô; ar reizded hag ar varnédigez a zô da harp d’hé drôn.

3Ann tân a iélô enn hé raok, hag a zevô hé énébourien trô-war-drô.

4Hé luc’hed hô deûz skleréet ar béd; ann douar en deûz hô gwélet, ha krénet en deûz.

5Ar ménésiou hô deûz teûzet dirâg ann Aotrou, dirâg ann Aotrou, ann douar holl.

6Ann én̄vou hô deûz rôet da anaout hé reizded; hag ann holl boblou hô deûz gwélet hé c’hloar.

7Ra vézô kaset-da-gét ar ré holl a azeûl traou kizellet, hag a ra fougé gan̄d hô skeûdennou. Azeûlit anézhan̄, c’houi hé holl élez.

8Sion é deûz klévet, hag a zô en em laouénéet. Merc’hed Juda hô deûz tridet, enn abek d’as barnou, ô Aotrou:

9O véza ma eo té ann Aotrou Uc’hel-meûrbéd war ann douar holl; ha ma oud Uc’hel-brâz dreist ann holl zouéed.

10C’houi péré a gâr ann Aotrou, kasait ann drouk; ann Aotrou a vir énéou hé zen̄t; hô zenna a rai eûz a zourn ar péc’her.

11Savet eo ar goulou war ann dén reiz; hag al lévénez er ré a zô éeun a galoun.

12Tûd reiz, en em laouénait enn Aotrou; ha meûlit én̄vor hé zan̄télez. ———— XCVII. PSALM. Psalm évid David.

← Levr ar Salmoù 96Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 98 →

Study Levr ar Salmoù 97

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150