The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 95

1Deûit, tridomp d’ann Aotrou: en em laouénaomp é Doué hor Salver.

2Déomp dira-z-han̄ évid hé veûli: ha kanomp psalmou enn hé énor.

3Râg ann Aotrou eo ann Doué brâz, hag ar roué brâz dreist ann holl zouéed.

4Râg holl harzou ann douar a zô enn hé zourn: hag ar ménésiou ar ré uc’héla a zô d’ézhan̄.

5Râk d’ézhan̄ eo ar môr, hag hén eo en deûz hé c’hréat: hag hé zaouarn eo hô deûz doaréet ar séac’h.

6Deûit, azeûlomp, ha stouomp: ha gwélomp dirâg ann Aotrou péhini en deûz hor gréat.

7Râg hén̄ eo ann Aotrou hon Doué; ha nî pobl hé beûri, ha den̄ved hé zourn.

8Mar sélaouit hiriô hé vouéz, na galédit két hô kalounou,

9Ével enn énébiez, da zeiz ann arnod enn distrô, é péléac’h hô tadou hô deûz va zemptet, va arnodet, hag hô deûz gwélet va ôberiou.

10É-pâd daou-ugen̄t vloaz eo bét savet droug enn-oun a-énep ar bobl-zé, hag em eûz lavaret: Fazia a réon̄t bépréd enn hô c’halounou.

11Hag hi n’hô deûz két anavézet va hen̄chou; ével-sé em eûz touet em brouez pénaoz na zeûin̄t két é léac’h va éhan. ———— XCV. PSALM. Kanaouen da Zavid, pa zaved ann tî goudé ar sklavérez.

← Levr ar Salmoù 94Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 96 →

Study Levr ar Salmoù 95

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150