Levr ar Salmoù 63
1Doué, va Doué, da glask a rann kerken̄t ha ma teû ar goulou. Va éné en deûz séc’hed ac’hanod; hag é pé zoaré éz â ivé va c’hîg étrézeg enn-od?
2Enn eunn douar distrô, dihen̄t ha dizour, en em ziskouézet ounn d’id ével el léac’h san̄tel, évit gwélout da ners ha da c’hloar;
3O véza ma eo gwelloc’h da drugarez égéd ar vuez; va muzellou a veûlô ac’hanod.
4Ével-sé é venniginn ac’hanod héd va buez; hag é savinn va daouarn enn da hanô.
5Ra vézô leûn va éné ével a lard hag a zruzoni; ha va génou, ha va muzéllou az meûlô gan̄t lévénez.
6Ma em eûz bét koun ac’hanod war va gwélé, é likiinn va ménoz enn-od adaleg ar min̄tin,
7O véza ma oud bét va skoazel, ê tridinn dindan̄ skeûd da ziou-askél.
8Va éné a zô en em staget war da lerc’h; da zourn déou en deûz va difennet.
9Hôgen hî a glaskô enn-aner va éné, é gwéled ann douar éz ain̄t.
10Da lemm ar c’hlézé é vézin̄t rôet, préiz al lern é vézin̄t.
11Hôgen ar roué en em laouénai é Doué; ar ré holl a dou dré-z-han a vézô meûlet; râk serret eo bét génou ar ré a lavaré traou direiz. ———— LXIII. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.