Levr ar Salmoù 114
1P’az éaz Israel er-méaz eûz ann Éjipt, ha tî Jakob eûz a greiz ar bobl kriz,
2Ar Judéa a zeûaz da zan̄tuar, hag Israel da rouan̄télez d’ézhan̄.
3Ar môr a wélaz, hag a dec’haz; ar Jourdan a zistrôaz war hé gîz.
4Ar ménésiou a lammaz ével tourzed; hag ar c’hrec’hiennou ével ein ann dé̄nved.
5Pérâg, ô môr, oud-dé tec’het; ha té, Jourdan, pérâg oud-dé distrôet war da gîz?
6Pérâg, ô ménésiou, hoc’h eûs-hu lammet ével tourzed; ha c’houi, krec’hiennou, ével ein ann dén̄ved?
7Horellet eo bét ann douar dirâg ann Aotrou, dirâk Doué Jakob,
8Péhini a drôaz ar méan é froudou dour, hag ar roc’h é feun̄teûniou dour.
9Na rô két d’é-omp, ô Aotrou, na rô két d’é-omp; hôgen rô ar c’hloar d’as hanô;
10Enn abek d’as trugarez ha d’as gwirionez; gan̄d aoun na lavarfé ar brôadou: Péléac’h éma hô Doué?
11Hôgen hon Doué a zô enn én̄v; kémen̄d zô bét fellet d’ézhan̄ da ôber en deûz gréat.
12Skeûdennou ar brôadou zô arc’han̄t hag aour, labour daouarn ann dûd.
13Eur génou hô deûz, ha na gomzin̄t két; daoulagad hô deûz, ha na wélin̄t két.
14Diskouarn hô deûz, ha na glevin̄t két: difron hô deûz, ha na c’h ouésin̄t két.
15Daouarn hô deûz, ha na zournatin̄t két; treid hô deûz, ha na gerzin̄t két: gan̄d hô gargaden na c’harmin̄t két.
16Ra vézô hén̄vel out-hô ar ré a ra anézhô; hag ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-hô.
17Tî Israel en deûz lékéat hé c’héd enn Aotrou; hén̄ eo hô skoazel hag hô difenner.
18Tî Aaron en deûz lékéat hé c’héd enn Aotrou; hén̄ eo hô skoazel hag hô difenner.
19Ar ré a zouj ann Aotrou hô deûz lékéat hô géd enn Aotrou; hén̄ eo hô skoazel hag hô difenner.
20Ann Aotrou en deûz bét koun ac’hanomp, hag en deûz hor benniget; benniget en deûz tî Israel; benniget en deûz tî Aaron.
21Benniget en deûz ar ré holl a zouj ann Aotrou, ar ré vihan kerkoulz hag ar ré vrâz.
22Ra skuḻô ann Aôtrou madou névez war-n-hoc’h; war-n-hoc’h ha war hô pugalé.
23Benniget ra viot-hu gan̄d ann Aotrou, péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar.
24Én̄v ann én̄v a zô d’ann Aotrou: hôgen ann douar en deûz rôet da vipien ann dûd.
25Ar ré varô na veûlin̄t két ac’hanod, ô Aotrou; nag ar ré holl péré a ziskenn enn ifern.
26Hôgen ni péré a zô béô, a vennigô ann Aotrou, a vréma ha da-vikenn. ———— CXIV. PSALM. Alléluia.