Levr ar Salmoù 131
1Meûlit-kaer ann Aotrou, râk mâd eo; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
2Meûlit-kaer Doué ann douéed; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
3Meûlit-kaer Aotrou ann aotrounez; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
4Hén̄ eo a râ hé-unan burzudou brâz; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
5Hén̄ eo en deûz gréat ann én̄vou gan̄t poell; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
6Hén̄ eo en deûz startéet ann douar war ann douréier; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
7Hén̄ eo eo deûz gréat goulaouennou brâz; râk peûr -baduz eo hé drugarez:
8Ann héol évit luc’ha a-zoug ann deiz; râk peûr-baduz eo hé drugarez:
9A1 loar hag ar stéred évit luc’ha a-zoug ann nôz; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
10Hén̄ eo en deûz skôet war ann Éjipt gan̄d hé ré gen̄ta-ganet; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
11Hén̄ eo en deûz tennet Israel eûz hô zouez; râk peûr-baduz eo hé drugarez:
12Gan̄d eunn dourn kré, hag eur vréac’h uc’hel; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
13Hén̄ eo en deûz rannet ar môr Rûz é daou han̄ter; râk peûr-baduz eo hé drugarez;
14Hag a lékéaz Israel d’hé dreûzi; râk peûr-baduz eo hé drugarez;
15Hag a ziskaraz Faraon hag hé armé er môr Rûz; râk peûr-baduz eo hé drugarez. 10 Hén̄ eo en deûz kaset hé bobl a-dreûz d’ann distrô; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
17Hén̄ eo en deûz skôet gan̄t rouéed brâz; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
18Hag en deûz lazet rouéed kré; râk peûr-baduz eo hé drugarez;
19Séhon, roué ann Amorréed; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
20Hag Og, roué Basan; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
21Hag en deûz rôet hô douar é digwéz; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
22É digwéz da Israel, hé zervicher; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
23Râg enn hor vuelded en deûz bét koun ac’hanomp; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
24Hag en deûz hon dasprénet diouc’h hon énébourien; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
25Hén̄ eo a rô boéd da gémen̄t zô béô (T); râk peûr-baduz eo hé drugarez.
26Meûlit-kaer Doué ann én̄v; râk peûr-baduz eo hé drugarez: meûlit-kaer Aotrou ann aotrounez; râk peûr-baduz eo hé drugarez. ———— CXXXVI. PSALM. Psalm David évit Jérémias.