Levr ar Salmoù 91
1Néb a choum é skoazel ann Uc’hel-meûrbéd, a arzavô dindan skoazel Doué ann én̄v.
2D’ann Aotrou é lavarô: Va digémérer oud, ha va ménéc’hi; va Doué eo, hag enn-han̄ é likiin va géd,
3O véza m’en deûz va diwallet diouc’h lindâg ar gwénaerien hag eûz ar gér dichek.
4Da lakaad a rai dindân skeûd hé ziou-askel: hag é c’hédi dindân hé blû.
5Hé wirionez a c’hôlôi ac’hanod ével eunn diren: na vézi két spoun̄tet gan̄d ar spoun̄tou nôz;
6Na gan̄d ar zaez a nîch enn deiz, na gan̄d ann droug a gerz enn dévalien, na gan̄t stourmou diaoul ar c’hrésteiz.
7Mîl a gouézô oud da zourn kleiz, ha dék mil oud da zourn déou; hôgen na dôstai hini ouz-id.
8Koulskoudé té a zello gan̄d da zaoulagad; hag é wéli kastiz ar béc’herien.
9Râk té eo, Aotrou, va géd; kéméret éc’h eûz ann Uc’hel-meûrbéd évid da vénéc’hi.
10Na zeûi két ann drouk bétég enn-od: hag ar walen na dôstai két oud da delt.
11Râg gourc’hémennet en deûz d’hé élez diwar da benn: ma virin̄t ac’hanod enn da holl hen̄chou.
12Étré hô daouarn é tougin̄t ac’hanod gan̄d aoun dré zarvoud na stokfez da droad oud eur méan;
13War ann aspik hag ar basilik é kerzi; hag é flastri al léon hag ann aer.
14O véza ma en deûz lékéat hé c’héd enn-oun, mé a dennô anézhan̄ a boan: hé zifenni a rinn, ô véza ma en deûz anavézet va hanô.
15Garmi a rai étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô out-han̄; émounn gan̄t-han̄ enn en̄krez: hé zieûbi a rinn, hag éc’h énorinn anézhan̄.
16Hé leûn̄ia a rinn a zeisiou; hag é tiskouézinn d’ézhan̄ va zilvidigez. ———— XCI. PSALM. Psalm pé kanaouen évid deiz ar sabbat.