Levr ar Salmoù 26
1Barn ac’hanoun, Aotrou, ô véza ma em eûz kerzet em dinamded: ha pa lakaann va géd enn Aotrou na vézinn két gwanet.
2Arnod ac’hanoun, Aotrou, ha c’houiḻ ac’hanoun: en̄tan va digroazel ha va c’haloun,
3O véza ma éma da drugarez dirâk va daoulagad, hag em eûz lékéat va dudi enn da wirionez.
4N’ounn két bét azézet gan̄t ann dûd rôk; ha n’az inn két da gavout ar ré a ra fallagriez.
5Kaséet em eûz strollad ann dûd fall; ha na azézinn két gan̄d ar ré fallagr.
6Gwalc’hi a rinn va daouarn é-touez ar ré zinam, hag en em zalc’hinn war-drô d’as aoter, ô Aotrou:
7Évit ma klévinn mouéz da veûleûdi, ha ma tanévellinn da holl vurzudou.
8Aotrou, mé em eûz karet skéd da dî, hag al léac’h é péhini é choum da c’hloar.
9Va Doué, na goll két va éné gan̄d ar ré fallagr, na va buez gan̄d ann dûd a gâr skuḻa ar goad,
10É daouarn péré éma ar fallagriézou; hag hô dourn déou a zô leûn a rôou.
11Évid-oun-mé em eûs kerzet em dinamded; dasprén ac’hanoun hag az péz truez ouz-in.
12Va zroad a zô choumet enn hé zâ er reizded; er strolladou é venniginn ac’hanod, ô Aotrou. ———— XXVI. PSALM. Psalm David, abarz ma oé éôliet.