Levr ar Salmoù 58
1Mar komzit évit-gwîr hervez ar reiz: barnit ivé hervez ann éeunder, ô mipien ann dûd.
2Râk fallagriézou a zoaréit enn hô kaloun: hag hô taouarn na réon̄t némét traou direiz war ann douar.
3Ar béc’herien a zô dihin̄chet kerken̄t ha ma in̄t ganet; faziet hô deûz kerken̄t ha ma in̄t deûet eûz a gôv hô mamm: gevier hô deûz lavaret.
4Hô frouden a zô hén̄vel oud hini ann aer: hag oud ann aspik en em laka da véza bouzar, ô stan̄ka hé ziskouarn;
5Évit na glevô két mouéz ar strôbinellerien: hag hini ar c’helc’hier a fellô d’ézhan̄ hé strôbinella gan̄t gwénded.
6Doué a vrévô hô den̄t enn hô génou: ann Aotrou a frikô kilden̄t al léoned.
7Da nétrâ é vézin̄t kaset ével dour a réd: hé wareg en deûz steñet kén na vézin̄t gwanet.
8Ével ar c’hoar a deûz é vézin̄t kaset-da-gét: kouézet eo ann tân war-n-ézhô, ha n’hô deûz két gwélet ann héol.
9Abarz ma hô dévézô poellet pénaoz é vézô deûet hô spern da spern-mélen: hén̄ hô loun̄kô ével ez-béô enn hé frouden.
10Ann dén reiz en em laouénai pa wélô ar ven̄jan̄s: hé zaouarn a walc’hô é goâd ar péc’her.
11Hag ann dén a lavarô: Mar béz évit-gwîr frouez évid ann dén reiz: éz eûz évit-gwîr eunn Doué hag a varn anézhô war ann douar. ———— LVIII. PSALM. Évid ann divez, na zispenn két ac’hanoun. David en deûz lékéat ar skrîd-man̄ da en̄vor, pa gasaz Saul tûd évit miroud hé dî, hag évid hé laza.