Levr ar Salmoù 90
1Aotrou, té a zô bét da vénéc’hi d’é-omp a gan̄tvéd é kan̄tved.
2Abarz ma oa gréat ar ménésiou, ha ma oa doaréet ann douar hag ar béd; té a zô Doué a-viskoaz da vikenn.
3Na zistrô két ann dén er vuelded, pa éc’h eûz lavaret: Distrôit, bugalé ann dûd.
4Râk mil bloaz a zô dirâk da zaoulagad, ével déac’h divéza péhini a zô éat ébiou: hag ével eur beḻ eûz ann nôz;
5Hag hô bloavcsiou a vézô sellet ével nétrâ.
6Ann dén diouc’h ar min̄tin a zô ével ar géot a drémen; diouc’h ar min̄tin é teû da vleûi hag é trémen; diouc’h ar pardaez é kouéz, é teû da galédi hag é tizec’h.
7Râg enn da vuanégez é fatomp; hag enn da frouden omp reûstlet.
8Lékéat éc’h eûz hor fallagriézou dira-z-od, hag hor buez ouc’h goulou da zaoulagad.
9Râk-sé hon deisiou holl a zô bévézet; ha nî a zô bévézet ivé gan̄d da vuanégez: hor bloavésiou a drémen er préder ével ré ar géfniden.
10Deisiou hor bloavésiou n’az éon̄t peûrvuia néméd da zék vloaz ha tri-ugen̄t. Ar ré gréva a ia bété pévar-ugen̄t vloaz; enn tu all n’eûz mui némét poan ha gloaz, ha gan̄d da vadélez eo in̄t berréet.
11Piou a anavez nerz da vuanégez, hag a oar péger brâz ha pégen heûzuz eo da vuanégez?
12Diskouéz nerz da zourn déou, ha desk ar furnez d’hor c’halounou.
13Distrô, Aotrou, bété pégeit hor dilézi-dé? Ha béz habask é-kén̄ver da zervicherien.
14Leûniet omp bét diouc’h ar min̄tin gan̄d da drugarez: tridet hon eûz, fréalzet omb bét héd hon holl zeisiou.
15En em laouénéet omd évid ann deisiou é péré éc’h eûz hor vuéléet; évid ar bloavésiou é péré hon eûz gwélet ar boan.
16Sell oud da zervicherien, hag oud da ôberiou; ha rén hô bugalé.
17Ra zeûi war-n-omp skéd ann Aotrou hon Doué; rén diwar-laez ôbériou hon daouarn; rén hon daouarn. ———— XC. PSALM. Meûleûdi kanaouen David.