Levr ar Salmoù 51
1Az péz truez ouz-in, ô Doué, hervez da drugarez vrâz; hag hervez ann niver brâz eûz da vadélésiou, lam va fallagriez.
2Gwalc’h ac’hanoun mui-oc’h-vui eûz va fallagriez: ha néta ac’hanoun eûz va féc’hed.
3O véza ma anavézann va fallagriez, ha ma éma bépréd va féc’hed dira-z-oun.
4Enn da gen̄ver hép-kén em eûz péchet, ha dira-z-od em eûz gréat ann drouk: évit ma vézi kavet gwirion enn da c’heriou, ha tréac’h pa vézi barnet.
5Râk chétu ounn bét en̄géhen̄tet er fallagriéz; hag er péc’héd ounn bét en̄géhen̄tet gan̄t va mamm.
6Râk chétu éc’h eûz karet ar wirionez; hag éc’h eûz diskouézet d’in ann traou kuzéta eûz da furnez.
7Va doura a rî gan̄t sikadez, hag é vézinn glanet; va gwalc’hi a rî, hag é vézinn gwennoc’h égéd ann erc’h.
8D’am c’haloun é rôi da glévout dudi ha lévénez (M): ha va eskern a dridô enn hô vuelded.
9Distrô da zaoulagad diouc’h va féc’héjou; ha lam va holl fallagriézou.
10Krou enn-oun eur galoun c’hlân, ô Doué, ha névéz em c’hreiz eur spéred éeun.
11Na zistol két ac’hanoun a zira-z-od; ha na lam két da spéred san̄tel diwar-n-oun.
12Rô d’in adarré lévénez da zilvidigez; ha starda ac’hanoun gan̄d eur spéred a ners.
13Deski a rinn da hen̄chou d’ar ré fallagr: hag ar gwall-dûd a zistrôiô ouz-id.
14Tenn ac’hanoun eûz ar goâd, ô Doué, Doué va zilvidigez; ha va zéôd a veûlô da reizded.
15Aotrou, va muzellou a zigori; ha va génou a embannô da veûleûdi.
16Râk m’az pé bét c’hoan̄téet eur sakrifiz, em bijé hé rôet d’id évit-gwîr; hôgen na garfez két ar sakrifisou-losk.
17Eur spéred keûziek a zô eur sakrifiz hétuz da Zoué: na zisprizit két, ô Doué, eur galoun keûziek ha vuel.
18Gra vâd, Aotrou, da Zion enn da ioul vâd; évit ma vézô savet muriou Jéruzalem.
19Neûzé éc’h aotréi eur sakrifiz a reiz, ar c’hennigou, hag ar sakrifisou-losk: neûzé é vézô lékéat leûéou war da aoter. ———— LI. PSALM. Évid ann divez, poell da Zavid, pa zeûaz Doeg, ann Iduméad, da zanévella da Zaul, penaoz é oa deûet David da dî Akimelec’h.