Levr ar Salmoù 17
1Sélaou, Aotrou, ar péz a c’houlennann gan̄t léalded: taol évez out va c’hlemmou. (M). Digor da ziskouarn da béden va muzellou didouell.
2Ra zeûi va barn eûz da zremm; ra zellô da zaoulagad out va éeunded.
3Gwélet éc’h eûz pétra dal va c’haloun, hag hé gwélet éc’h eûz a-zoug ann nôz; va zréménet éc’h eûz dré ann tân, hag ar fallagriez né két bét kavet enn-oun.
4Évit na gomzché két va génou hervez ôberiou ann dûd; enn abek da c’heriou da vuzellou, em eûz miret hen̄chou garô.
5Stard va c’hamméjou enn da raven̄chou, évit na horellô két va zreid.
6Mé em eûz garmet, ô Doué, ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in: rô skouarn d’in, ha sélaou out va geriou.
7Diskouéz enn eunn doare burzudus da drugarézou, té péhini a zavété ar ré a laka hô géd enn-od.
8Diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a énéb oud da zourn déou, ével mâb-al-lagad. É skeûd da ziou-askel, gwarez ac’hanoun,
9A-éneb ar ré fallagr péré hô deûz va g1ac’haret; va énébourien hô deûz grounnet va éné.
10Hô lard hô deûz serret; hô génou en deûz komzet gan̄t balc’hder.
11Goudé béza va distolet, bréma é c’hrounnon̄t ac’hanoun; trei a réon̄t hô daoulagad étrézég ann douar.
12Hî a c’hortoz ac’hanoun ével eul léon daré da gregi ennn hé breiz: hag ével eul léonik a choum é lec’hiou kuzet.
13Sâv, Aotrou, enn hé raok, ha diskar-hén̄: tenn va éné eûz a zourn ar fallagr, va c’hlézé
14Eûz a zaouarn énébourien da zourn déou. Aotrou, rann anézhô a-zoug hô buez eûz ann niver bihan war ann douar: leûn eo hô c’hôv eûz ann traou a guzez. Mipien a-walc’h hô deûz; ha lézet hô deûz d’hô bugalé vihan ar madou hô dôa c’hoaz.
15Hôgen mé en em ziskouézô dira-z-oud gan̄t reizded; va gwalc’h em bézô pa en em ziskouézô da c’hloar. ———— XVII. PSALM. Évid ann divez, da Zavid, servicher ann Aotrou, péhini en deûz lavaret d’ann Aotrou geriou ar ganaouen-man̄, enn deiz é péhini é tennaz ann Aotrou anézhan̄ eûz a zourn hé holl énébourien, hag eûz a zourn Saul, hag é lavaraz: