The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 28

1Étrézég enn-od é c’harminn, Aotrou, va Doué, na dav két em c’hén̄ver; gan̄d aoun, ma tavchez em c’hén̄ver, na venn hén̄vel oud ar ré a ziskenn el lenn.

2Sélaou, Aotrou, out mouéz va goulenn, pa bédann ac’hanod, pa zavann va daouarn étrézé da dempl san̄tel.

3Na denn két ac’hanoun gan̄d ar béc’herien, ha na goll két ac’hanoun gan̄d ar ré a ra fallagriez, gan̄d ar ré a gomz a béoc’h gan̄d hô nésa, hag a venn droug enn hô c’haloun.

4Rô d’ézhô hervez hô ôberiou, hag hervez ann drougiez eûz hô ijinou. Rô d’ézhô hervez ôberiou hô daouarn; distol d’ézhô ar gôbr dléet d’ézhô.

5O véza n’hô deûz két poellet ôberiou ann Aotrou, ôberiou hé zaouarn, té hô c’hasô-da-gét, ha na savi mui anézhô.

6Benniget ra vézô ann Aotrou: râk sélaouet en deûz out mouéz va goulenn.

7Ann Aotrou eo va skoazel ha va gwarézer: va c’haloun é deûz lékéat hé géd enn-han̄, hag ounn bét skoazellet; ha névézet eo bét va c’hîk; ha mé a veûlô anézhan̄ a greiz kaloun.

8Ann Aotrou a zô ners hé bobl; hag ar gwarézer a zavété hé éôliet.

9Dieûb da bobl, Aotrou, ha bennig da zigwéz; ha rén anézhô, ha sav anézhô da-vikenn. ———— XXVIII. PSALM. Évit peûr-ôbéridigez ann Tabernakl, Psalm David.

← Levr ar Salmoù 27Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 29 →

Study Levr ar Salmoù 28

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150