Levr ar Salmoù 109
1Na dav két, ô Doué, diwar-benn va meûleûdi; râg génou ar péc’her, ha génou ann toueller a zô digoret em énep.
2Komzet hô deûz em énep gan̄d eunn téôd touelluz, va grounnet hô deûz gan̄t lavariou kasauz; stourmet hô deûz ouz-in héb abek.
3Pa dlien̄t va c’harout, é wall-gomzen̄t diwar va fenn; hôgen mé a bédé.
4Hag hî a réa d’in droug évit mâd; ha kâs évit va c’haran̄tez.
5Rô d’ar péc’her ar galloud war-n-ézhan̄; ha ra zavô ann diaoul enn hé zourn déou.
6Pa vézô barnet, ra vézô tamallet; ha ra vézô hé béden da béc’hed d’ézhan̄.
7Ra vézô berréet hé zeisiou; ha ra vézô rôet hé garg da eunn all.
8Ra zeûi hé vugalé da emzivaded; hag hé c’hrég da in̄tan̄vez.
9Ra vézô kildrô ha divrôet hé vugalé, ha ra glaskin̄t hô boéd; ha ra vézin̄t lékéat er-méaz eûz hô ziez.
10Ra vézô en̄klasket hé vadou gan̄d ann hini a rô war gampi; ra vézô skrapet hé labour gan̄d ann diavésidi.
11Na vézet skoazel é-béd d’ézhan̄; ha n’en dévézet dén truez oud hé emzivaded.
12Ra varvô hé holl vugalé; ra vézô lamet hé hanô a-benn eur rumm hép-kén.
13Ra zistrôi é én̄vor ann Aotrou fallagriez hé dadou; ha na vézet két lamet péc’hed hé vamm.
14Ra vézin̄t bépréd dirâg ann Aotrou; ha ra vézô kollet ann én̄vor anézhô diwar ann douar;
15O véza n’en deûz két bét a goun da ôber trugarez,
16Ha ma en deûz heskinet ann dén paour ha tavan̄tek, hag ann hini a oa glac’haret hé galoun, évid hé laza.
17Ha pa en deûz karet ar valloz, a teûi d’ézhan̄; ha pa né két fellet d’ézhan̄ ar vennoz, é pellai diout-han̄. Ha pa en deûz gwisket ar valloz é-c’hîz eur zaé, hî a zô éat ével dour enn diabarz anézhan̄, hag évél éôl enn hé eskern.
18Ra vézô d’ézhan̄ ével ar zaé a c’hôlô anézhan̄; hag ével ar gouriz a zô bépréd enn-drô d’ézhan̄.
19Hennez eo dirâg ann Aotrou gôbr ar ré a damall ac’hanoun hag a wall-gomz diwar-benn va éné.
20Ha té, Aotrou, Aotrou, difenn ac’hanoun enn abek d’as hanô; râk c’houék eo da drugarez. Tenn ac’hanoun a boan,
21O véza ma ounn tavan̄tek ha paour; ha va c’haloun a zô reûstlet em c’hreiz.
22Diaézet ounn ével eur skeûd a ia-kuît; hag éz ann tû-man̄ ha tu-bon̄t ével ar c’hiḻeien-raden.
23Va daoulin a zô gwanet gan̄d ar iûn; ha va c’hîk a zô kemmet enn abek d’ann éôl.
24Ha mé a zô deûet da zismégan̄s d’ézhô; va gwélet hô deûz, hag hô deûz héjet hô fenn.
25Skoazel ac’hanoun, Aotrou va Doué; dieûb ac’hanoun hervez da drugarez.
26Ha ra wézin̄t pénaoz éma da zourn aman̄; hag éo te, Aotrou, a ra kémen̄t-sé.
27Hî a villigô ac’hanoun, ha té am bennigô; ra vézô kaset-da-gét ar ré a zispac’h ouz-in; hôgen da zervicher en em laouénai.
28Ra vézô gôlôet a véz ar ré a lavar droug ac’hanoun; ha ra vézin̄t gwisket a vézégez ével eûz a eur zaé daou-bléget.
29Me a embannô kaer gloar ann Aotrou gan̄t va génou; hag é veûlinn anézhan̄ é-touez kalz a dûd,
30O véza ma eo savet enn dourn déou ar paour, évit savétei va éné eûz ar ré a heskiné anézhan̄. ———— CIX. PSALM. Psalm David.