Levr ar Salmoù 52
1Pérâg é fougéez-té enn drougiez, té péhini a zô galloudek er fallagriez?
2Héd ann deiz en deûz da déôd mennet ann direiz; ével eunn aoten lemm éc’h eûz gréat touellérez.
3Gwell eo bét gan-éz ann drougiez égéd ar vadélez; ken̄t éc’h eûz komzet hervez ann direiz égéd hervez ar reiz.
4Karet éc’h eûz ann holl c’heriou téar, ô téôd touelluz.
5Râk-sé Doué az kasô-da-gét da-vikenn; da ziframma a rai, da lakaad a rai er-méaz eûz da delt; hag é tennô da c’hrisien eûz a zouar ar ré véô.
6Ann dûd reiz a wélô ann dra-zé hag a vézô spoun̄tet; hag hî a c’hoarzô diwar hé benn, hag a lavarô:
7Chétu ann dén ha n’en deûz két lékéat éz oa Doué mâd da skoazel d’ézhan; hôgen péhini en deuz lékéat hé c’héd enn hé vadou brâz; hag en deûs tennet fougé eûz hé wander.
8Hôgen mé ével eur wézen-olived a zoug frouez é tî Doué, em eûz lékéat va géd é trugarez Doué da-vikenn, hag enn holl gan̄tvéjou.
9Mé a veûlô ac’hanod da-vikenn, é véza ma ec’h eûz gréat kémen̄t-sé: hag é c’hortozinn da hanô, ô véza ma eo mâd dirâk da zen̄t. ———— LII. PSALM. Évid ann divez, war ar Maélet, poell da Zavid.