Levr ar Salmoù 12
1Savété ac’hanoun, Aotrou, râk n’eûz mui a zan̄t: râk distéréet eo ar gwirionésiou gan̄t bugalé ann dûd.
2Traou gwân a lavar pép-hini d’hé nésa; ann touellérez a zô war hô muzellou, gan̄d eur galoun daou-blég é komzon̄t.
3Ra gollô ann Aotrou ann holl vuzellou touelluz, hag ann téôd a gomz gan̄t fougé.
4Lavaret hô deûz: Lakaad a raimp hon téôd da véza galloudek; ac’hanomp é talc’h hor muzellou; piou a zô aotrou war-n-omp?
5Bréma é savinn, émé ann Aotrou, enn abek da reûz ar ré ézommek, ha da geinvan ar ré baour. E diwall hô likiinn: gan̄d dieûb é rinn kémen̄t-sé.
6Geriou ann Aotrou a zô geriou glân; ével arc’han̄t tréménet dré ann tân, glanet er pri, ha karzet bété seiz gwéach.
7Té eo, Aotrou, a virô ac’hanomp hag a ziwallô ac’hanomp da-vikenn diouc’h ar vrôad-zé.
8Ar ré fallagr a valé trô-war-drô; hervez da veûrded éc’h eûz kresket é niver bugalé ann dûd. ———— XII. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.