Levr ar Salmoù 142
1Meûlit ann Aotrou, râk mâd eo hé gana; ra vézô hétuz ha dellézuz ar veûleûdi d’hon Doué:
2Ann Aotrou eo en deûz savet Jéruzalem; hén̄ eo a strollô bugalé Israel a zô skiñet.
3Hén̄ eo a iac’ha ar ré a zô brévet hô c’haloun, hag a liénô hô gouliou.
4Hén̄ eo a niver al lôd brâz a stéred; hag a c’halv pép hini anézhô dré hé hanô.
5Brâz eo hon Aotrou, ha brâz hé nerz; ha diven̄t eo hé furnez.
6Ann Aotrou a zifenn ar ré gûn̄; hôgen vuéla a rai ar béc’herien bétég ann douar.
7Ken̄t-kanit ann Aotrou oc’h hé veûli-kaer; kanit d’hon Doué war ann délen.
8Hén̄ eo a c’hôlô ann én̄v a c’hoabr; hag a aoz ar glaô évid ann douar. Hén̄ eo a laka da zével ar foenn war ar ménésiou, hag ar géot évit ézommou ann dûd.
9Hén̄ eo a rô d’al loéned ar boéd a zô mâd d’ézhô, ha d’ar brini bihan a c’harm étrézég enn-han̄.
10Na gâr két é vé fisiet é nerz ar marc’h; ha né két hétuz d’ézhan̄ é lakajé ann dén kréd enn hé zivesker.
11Hétuz eo d’ann Aotrou ar ré a zouj anézhan̄; hag ar ré a laka hô géd enn hé drugarez. ———— CXLVII. PSALM. Alléluia.
12Jéruzalem, meûl ann Aotrou; Sion, meûl da Zoué.
13O véza ma en deûz krévéet potaḻou da bersier; ha ma en deûz benniget ar vugalé a zô enn-od.
14Hén̄ eo en deûz lékéat ar péoc’h bété da harzou, hag a rô d’id da walc’h eûz a flour gwiniz (T).
15Hén̄ eo a gâs hé lavar d’ann douar; hé c’hér a réd buan.
16Hén̄ eo a rô erc’h ével gloan; réô a fenn ével ludu.
17Hén̄ eo a gâs hé skourn ével tammouigou; piou a hellô herzel dirâg hé iénien?
18Kâs a rai hé c’hér, hag é teûzô anézhô, hé avel a c’houézô, hag ann douréier a rédô.
19Hén̄ a rô da anaout hé c’her da Jakob; hé gélennou hag hé varnédigézou da Israel.
20N’en deûz két gréat eunn hévélep trâ é-kén̄ver ann holl vrôadou; ha n’en deûz két rôet da anaout d’ézhô hé varnédigézou. Alléluia. ———— CXLVIII. PSALM. Alléluia.