The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 66

1En em laouénait é Doué, holl zouar:

2Kanit é gloar hé hanô: rôit énor d’ézhan̄ gan̄d hô meûleûdiou.

3Livirit da Zoué: Pégen estlammuz eo, Aotrou, da ôberiou? Da ners brâz a damallô da énébour a c’hevier.

4Ra azeûlô ac’hanod ann holl zouar, ha ra ganô da veûleûdi: ra ganô é gloar da hanô.

5Deûit, ha gwélit ôberiou Doué: estlammuz eo enn hé guzuliou diwar-benn bugalé ann dûd.

6Hén̄ péhini en deûz trôet ar môr enn eunn douar séac’h; hag hî hô deûz treûzet ar ster war-droad: énô en em laouénaimp enn-han̄.

7Hén̄ péhini a zô da Aotrou gan̄d hé ners hé-unan ha peûr-baduz, hag a zell gan̄t préder oud ar brôadou; ar ré a hég anézhan̄, na fougéen̄t két enn-hô hô-unan.

8O brôadou, bennigit hon Doué ha savit hô mouez enn eur gana hé veûleûdiou (T);

9Hén̄ péhini en deûz rôet ar vuez d’am éné; ha n’en deûz két lézet va zreid da horella.

10Râg hon arnodet éc’h eûz, ô Doué: hon arnodet éc’h eûz gan̄d ann tân, ével ma arnodeur ann arc’han̄t.

11Hon digaset éc’h eûz er spi, en̄krézou éc’h eûz lékéat war hor c’hein.

12Tûd éc’h eûz lékéat war hor pennou. Tréménet hon eûz dré ann tân ha dré ann dour; hag éc’h eûz hon digaset enn eul léac’h klét.

13Mon̄d a rinn enn da dî gan̄d hostivou-losk; sévéni a rinn ar gwéstlou em eûz gréat d’id,

14Hô deûz rôet da anaout va muzellou, en deûz lavaret va génou em en̄krez.

15Kenniga a rinn d’id hostivoau-losk mélek gan̄t môged ann tourzed; kenniga a rinn d’id éjenned gan̄t bouc’hed.

16Deûit, klévit, c’houi holl péré a zouj Doué, hag é livirinn d’é-hoc’h kémen̄d en deûz gréat évit va éné.

17Va génou en deûz garmet out-han̄, ha va zéôd en deûz hé uc’héléet.

18Ma em eûz sellet oud ar fallagriez em c’haloun, ann Aotrou na zélaouô két ouz-in.

19Râk-sé en deûz Doué sélaouet ouz-in, hag en deûz lékéat évez out mouéz va féden.

20Benniget ra vézô Doué, péhini n’en deûz két distolet va féden, na tennet hé drugarez diwar-n-oun. ———— LXVI. PSALM. Évid ann divez, war ar gwersiou, Psalm pé kanaouen David.

← Levr ar Salmoù 65Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 67 →

Study Levr ar Salmoù 66

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150