Levr ar Salmoù 129
1Aotrou, né két bét stambouc’het va c’haloun; na két bét savet va daoulagad. N’em eûz két baléet enn traou brâz, nag enn traou burzuduz dreist-oun.
2Ma n’em bôa két ménosiou vuel, hôgen ma em eûz savet va éné; ra zeûiô va éné hén̄vel oud eur bugel a zô bét dizounet gan̄d hé vamm.
3Ra lakai Israel hé c’héd enn Aotrou, a vréma ha da-vikenn. ———— CXXXI. PSALM. Kanaouen ann dérésiou. 1 Az péz koun, Aotrou, eûz a Zavid, hag eûz hé holl gun̄vélez: 2 Evel ma en deûz touet d’ann Aotrou, ha ma en deûz gréat hé wéstl da Zoué Jakob. 3 N’az inn két é telt va zî; na biñinn két war ar gwélé é péhini é kouskann.
4Na rôinn két a gousk d’am daoulagad, nag a vôred da groc’hen va daoulagad,
5Nag a éhan d’am daou-ividik; kén na gavinn eul léac’h évid ann Aotrou, eunn tabernakl évid Doué Jakob.
6Chétu hon eûz klevet pénaoz édô é Éfrata: hé c’havet hon eûz é mésiou ar c’hoad.
7Mon̄d a raimp enn hé dabernakl: hé azeûli a raimp el léac’h é péhini eo bét diazézet hé dreid.
8Saô, Aotrou, enn da éhan, té hag arc’h da zan̄télez.
9Ra wiskô da véleien ar reizded; ha ra dridô da zen̄t.
10Enn abek da Zavid da zervicher, na zistol két dremm da éôliet.
11Ann Aotrou en deûz touet ar wirionez da Zavid, ha na vézô két touellet gan̄t-han̄; frouez da gôv a likiinn war da gador,
12Ma vîr da vipien va c’hévrédigez, hag ann testéniézou-man̄ a zeskinn d’ézhô: hag ivé hô mipien da-vikenn; éc’h azézin̄t war da gador.
13Râg ann Aotrou en deûz dilennet Sion; hé dilennet en deûz évit choum enn-hi.
14Énô é vézô va éhan da-vikenn; énô é chouminn, ô véza ma em eûz hé dilennet.
15Hé in̄tan̄vez a venniginn; bara a rôinn d’hé féorien hô gwalc’h.
16Hé béleien a wiskinn gan̄t silvidigez; hag hé sen̄t a lamô gan̄t tridérez.
17Énô eo é tiskouézinn galloud David; hag em eûz aozet eur c’hleûzeur d’am éôliet.
18Hé énébourien a wiskinn gan̄t méz; hôgen va zan̄télez a vleûn̄vô war-n-ézhan̄. ———— CXXXII. PSALM. Kanaouen dérésiou David.