The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 130

1Péger mad ha péger c’houék eo é choumfé ar breûdeûr kévret.

2Ével al louzou c’houés-vâd eo a zô skuḻet war ar penn, hag a ziskenn war ar barô, war varô Aaron; a ziskenn war véven hé zaé.

3Ével glîz Hermon, a ziskenn war vénez Sion. Râg énô eo en deûz ann Aotrou kémennet hé vennoz hag ar vuez da-vikenn. ———— CXXXIII. PSALM. Kanaouen ann dérésiou. 1 Chétu bréma bennigit ann Aotrou, c’houi holl servicherien ann Aotrou; c’houi péré a choum é tî ann Aotrou, é porchédou tî hon Doué. 2 A-zoug ann nôsiou savit hô taouarn étrézég ar san̄tuar, ha bennigit ann Aotrou. 3 Ra vennigô ann Aotrou ac’hanod eûz a Zion, hen̄ péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar. ———— CXXXIV. PSALM. Alléluia. 1 Meûlit hanô ann Aotrou, meûlit ann Aotrou, c’houi hé zervicherien. 2 C’houi péré a choum é tî ann Aotrou, é porchédou tî hon Doué. 3 Meûlit ann Aotrou, râk mâd eo ann Aotrou; kanit hé hanô, râk c’houék eo.

4Râg ann Aotrou en deûz dilennet Jakob évit-han̄ hé-unan, hag Israel da c’hlâd d’ézhan̄.

5Râk mé em eûz anavézet pénaoz eo brâz ann Aotrou, ha ma eo hon Doué dreist ann holl zouéed.

6Ar péz a garé en deûz gréat ann Aotrou enn én̄v, enn douar, er môr, hag enn holl loun̄kou.

7Hén̄ a zigas ar c’hoabr eûz a benn ann douar; trei a ra ar gurun é glaô. Tenna a râ ann avel eûz hé den̄zoriou.

8Hén̄ en deûz skôet ar ré gen̄ta-ganet eûz ann Éjipt, adaleg ann dén bétég al loen.

9Hén̄ en deûz kaset arouésiou ha burzudou enn da greiz, ô Éjipt, a-énep Faraon, hag a-éneb hé holl zervicherien.

10Hén̄ en deûz skôet war galz a vrôadou; hag en deûz lazet rouéed kré;

11Sébon, roué ann Amorréed, hag Og, roué Basan, hag holl rouan̄télésiou Kanaan.

12Hag hén̄ en deûz rôet hô douar é digwéz, é digwéz da Israel, d’hé bobl.

13Da hanô, Aotrou, a badô da-vikenn; ann én̄vor ac’hanod a iélô a-rumm-da-rumm.

14Râg ann Aotrou a varnô hé bobl; hag é sélaouô péden hé zervicherien.

15Skeûdennou ar brôadou eo arc’han̄t hag aour, labour daouarn ann dûd.

16Eur génou hô deûs, ha na gomzin̄t két; daoulagad hô deûz ha na wélin̄t két.

17Diskouarn hô deûz, ha na glevin̄t két; râk n’eûz kéd a c’houéz a vuez enn hô génou.

18Ra vézô hén̄vel out-hô ar ré hô grâ; hag ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-hô.

19Tî Israel, bennig ann Aotrou. Tî Aaron, bennig ann Aotrou.

20Tî Lévi, bennig ann Aotrou; c’houi péré a zouj ann Aotrou, bennigit ann Aotrou.

21Benniget ra vézô ann Aotrou eûz a Zion, hén̄ péhini a choum é Jéruzalem. ———— CXXXV. PSALM. Alléluia.

← Levr ar Salmoù 129Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 131 →

Study Levr ar Salmoù 130

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150