Levr ar Salmoù 115
1Karet em eûz, ô véza ma sélaouô ann Aotrou mouéz va féden;
2O véza m’en deûz trôet hé skouarn étrézég enn-oun; gervel a rinn anézhan̄ em holl zeisiou.
3Gloasiou ar marô hô deûz va grounnet; ha gwallou ann ifern hô deûz va c’havet. Ann en̄krez hag ar boan em eûz kavet.
4Ha galvet em eûz hanô ann Aotrou: O Aotrou, dieûb va éné.
5Trugarézus ha reiz eo ann Aotrou, hag hon Doué a zô leûn a druez.
6Ann Aotrou a vîr ar ré vihan; vuéléet ounn bét, hag hén̄ en deûz va dieûbet.
7Distrô, va éné, d’as éhan: râg ann Aotrou en deûz gréat vâd d’id.
8Râk tennet en deûz va éné eûz ar marô, va daoulagad eûz ann daérou, va zreid eûz al lamm.
9Hétuz é vézinn d’ann Aotrou é douar ar ré véô. ———— CXV. PSALM. Alléluia.
10Krédet em eûz, râk-sé em eûz komzet: hôgen gwall vuéléet ounn bét.
11Mé em eûz lavaret em lec’h: Pép dén a zô gaouiad.
12Pétrâ a rôinn-mé d’ann Aotrou, évit kémen̄t en deûz rôet d’in?
13Kôp ar zilvidigez a gémérinn; hag é c’halvinn hanô ann Aotrou.
14Va gwéstlou a rôinn d’ann Aotrou dirâg hé boll bobl:
15Talvouduz-brâz eo dirâg ann Aotrou marô hé zen̄t.
16O Aotrou, ô véza ma ounn da zervicher, ma ounn da zervicher, ha mâb da vatez; té éc’h eûz torret va éréou.
17Mé a gennigô d’id eunn hostiv a veûleûdi; hag é c’halvinn hanô ann Aotrou.
18Va gwéstlou a rôinn d’ann Aotrou dirâg hé holl bobl:
19É porc’hed tî ann Aotrou, enn da greiz, ô Jéruzalem. ———— CXVI. PSALM. Alléluia.