The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 75

1Da veûli a raimp, ô Doué, da veûli a raimp, hag é c’halvimp da hanô. Lavarout a raimp da vurzudou.

2P’am bézô kéméret va amzer, é varninn gan̄t reizded.

3Teûzet eo ann douar, hag ar ré holl a choum enn-han̄; mé em eûz startéet hé beûliou.

4Lavaret em eûz d’ar ré fallagr: Na rît két a fallagriez; ha d’ar béc’herien: Na fougéit két gan̄d hô kalloud.

5Na zavit két uc’hel hô kalloud; na wall-gomzit két a-énep Doué.

6Râg nag eûz ar sâv-héol, nag eûz ar c’hûs-héol, nag eûz ar ménésiou na zeûiô skoazel d’é-hoc’h.

7Râk Doué eo ar barner; vuélaat a ra unan, ha sével a ra eunn all.

8Râg é dourn ann Aotrou éz eûz eur c’hôp gwîn pûr leûn a c’houervder. Hag hén̄ a skuḻ da hé-man̄ ha da hen-hon̄t; koulskoudé al lec’hid anézhan̄ né két c’hoaz deûet da hesk; ann holl béc’herien eûz ann douar a évô eûz anézhan̄.

9Hôgen mé a embannô hé veûleûdi da-vikenn, hag a ganô da Zoué Jakob.

10Ha mé a dorrô holl c’halloud ar béc’herien; ha galloud ann dén reiz a vézô uc’héléet. ———— LXXV. PSALM. Évid an divez, war ar meûleûdiou, Psalm Asaf, kanaouen diwar-benn ann Assiried.

← Levr ar Salmoù 74Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 76 →

Study Levr ar Salmoù 75

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150