The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 24

1Ann douar a zô d’ann Aotrou, ha kémen̄d a zô enn-han̄: ar béd holl, ha kémen̄d a choum enn-han̄.

2Râg hén̄ eo eo deûz hé ziazézet a-ziouc’h d’ar môriou, hag en deûz hé startéet war ar steriou.

3Piou a biñô war vénez ann Aotrou? Pé piou a zavô enn hé léac’h san̄tel?

4Néb a zô dinam hé zaouarn, ha glân hé galoun; néb n’en deûz két kéméret hé éné enn-aner, ha n’en deûz két touet é gaou d’hé nésa.

5Hen-nez en dévézô bennoz digan̄d ann Aotrou, ha trugarez digan̄d Doué, hé Zalver.

6Hen-nez eo ar rumm eûz ar ré a glask anézhan̄, eûz ar ré a glask dremm Doué Jakob.

7Savid hô tôriou, ô prin̄sed; ha c’houi, dôriou peûr-baduz, savit; ha roué ar c’hloar a iélô ébarz.

8Piou eo ar roué a c’hloar-zé? Ann Aotrou kré ha galloudek, ann Aotrou galloudek er brézel.

9Savid hô tôriou, ô prin̄sed; ha c’houi, dôriou peûr-badus, savit; ha roué ar c’hloar a iélô ébarz.

10Piou eo ar roué a c’hloar-zé? Ar roué a c’hloar-zé eo ann Aotrou holl-C’halloudek. ———— XXIV. PSALM. Évid ann divez, Psalm David.

← Levr ar Salmoù 23Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 25 →

Study Levr ar Salmoù 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150